Brezel Genpei

Eus Wikipedia
源平合?
Brezel Genpei

E-kerzh Brezel Genpei
Kan? Motonobu (1476-1559)
Riez 大日本帝?  Impalaeriezh Japan Veur
Marevezh Marevezh Heian
Padelezh 1180 - 1185
Bellerion
  Minamoto
(Yoritomo)
Yoritomo
Yoshitsune
  Taira
(Yoritomo)
Munemori  
Shigeira  
Tomomori  
  Minamoto
(Yoshinaka)
Yoshinaka  
Imai Kanehira  
Disoc'h
? Diskar ar c'hlann Taira
? Sh?gunelezh Kamakura
Domaniou ar pevar c'hlann e 1183
  • ??  Minamoto Yoshinaka
  • ??  Minamoto Yoritomo
  • ??  Fujiwara
  • ??  Taira
  • Brezel Genpei ( japaneg  : 源平合?, Genpei gassen ) a reer eus ur brezel diabarzh a voe e Japan a-bezh e diwezh ar Marevezh Heian adalek 1180 betek 1185 etre ar c'hlannou Minamoto ha Taira .
    C'hoarvezout a reas a-c'houde un taol-Stad a-berzh ar re Daira e 1179 , ma lamjont pep kevezer eus ar gouarnamant kent o forbannan ; ar re Vinamoto a respontas dre voulc'han ar brezel e 1180. E-kichen Heian-ky? ( Ky?to hiziv), ker-benn an impalaeriezh d'ar mare, e voe an emgann kentan a-douez an 19 a voe er brezel-se.
    Goude ar gad diwezhan e voe diskaret ar c'hlann Taira, ha Minatomo no Yoritomo ar stalias e Kamakura ar c'hentan sh?gunelezh en Istor Japan er bloaz 1192  ; evel un diktatour e renas war ar vro a-bezh.

    Pouezus-kenan e voe Brezel Genpei en Istor Japan, pa verkas kresk galloud ar renkad vilourel, ar samurai ha diskar galloud trevourel an impalaer.

    Anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

    An anv 源平 genpei zo 源 gen , a lenner minamoto e japaneg, ha 平 hei , a zo distaget pei er stummou kenstrollat, hag a lenner taira . Kement ha "brezel ar re Vinamoto enep ar re Daira" eo genpei neuze.
    Un anv all zo d'ar brezel-se e Japan : 治承?永の? jish?-juei no ran , eus ar Marevezh Jish? ( 1177 - 1181 ) hag ar Marevezh Juei ( 1182 - 1184 ).

    Abegou [ kemman | kemman ar vammenn ]

    E-pad dekvloazhiadou e oa bet kevezerezh etre ar c'hlannou Minamoto ha Taira evit ar galloud el Lez, ha dre-se e Japan a-bezh. Da genver Emsavadeg H?gen (div sizhunvezh er bloaz 1156 ) hag Emsavadeg Heiji ( 1160 ) en devoar klasket ar c'hlann Minamoto tapout an tu-krenv war ar c'hlann Taira, en aner avat. [1]
    Er bloaz 1180, Taira no Kiyomori ( 1118 -1181) a zeuas a-benn da lakaat e vab-bihan yaouankan (2 vloaz hepken) da vout impalaer Antoku ( 1178 - 1185 , ren 1180 -1185) goude dileze an impalaer Takakura ( 1161 -1181, ren 1168 -1180). Gaou a voe graet d'ar prins Mochihito ( 1151 -1180), trede mab an impalaer Go-Shirakawa ( 1127 -1192, ren 1155 - 1158 ) hag e her ; evit lemel ar vezhadenn ha gounit an tron e c'halvas Minamoto no Yorimasa ( 1106 -1180]]) ha manatiou boudaek d'an armou. Ur c'hwitadenn e voe, pa varvas Mochihito ha Yorimasa er gad kentan. [1]

    E miz Mezheven 1180, Taira no Kiyomori a zivizas dilec'hian ker-benn an impalaeriezh eus Heian-ky? da Fukuhara-ky? (ur c'harter eus Kobe hiziv), a oa e ger-benn dezhan abaoe ar bloaz 1160 : neuze e c'helle derc'hel e zorn war al Lez. [1]

    Dibun [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Sal ar Fenis er By?d?-in

    Pa ne ouie ket Taira no Kiyomori piv a oa a-drek an emsavadeg e lakaas herzel ar prins Mochihito, a gavas repu en azeuldi boudaek Onj?-ji (Mii-dera hiziv, e ker ?tsu e prefedelezh Shiga ). Pa ne c'helle ket ar venec'h e warezin e rankas tec'hel. Hetaet e voe gant soudarded Kiyomori betek azeuldi ar By?d?-in, a-vaez da ger Heian-ky?. Eno e c'hoarvezas an emgann kentan : Mochihito a voe paket ha lazhet tra m'en em lazhas Minamoto no Yorimasa dre sevenin seppuku . [1] , [2]
    Goude marv Yorimasa en em lakaas Minamoto no Yoritomo, penn nevez ar c'hlann, da rener an emsavadeg ; p'edo o foetan bro davit kevredidi e voe faezhet gant ar re Daira e miz Gwengolo 1180 e-kichen Menez Fuji . [1] Dont a reas a-benn da vont pelloc'h avat, war du ar Biz ma kavas skoazell digant klannou all evit diarbenn lu ar re Daira. E-keit-se, Kiyomori a beurzevas azeuldi Onj?-ji kent lakaas seziz war ger Nara ha distruj an hanter anezhi, kement-se evit kaout e zial [3] .
    Er bloz 1181 e voe faezhet nerzhiou Yukiie ( 1186 ) gant ar re Daira, hep nemeur a heuliadou. [1] E nevezamzer ar bloaz-se end-eeun e varvas Taira no Kiyomori, tra ma krogas Japaniz da c'houzanv un naonegezh a badas betek diwezh 1182. Klask a reas ar c'hlann Taira argadin izili eus ar c'hlann Minamoto o devoa savet ul lu e norzh ar vro, hep dont a-benn d'o faezhan. Ne voe mui kad ebet betek derou ar bloaz 1183 . [1]

    D'an 2 a viz Mezheven 1183 e voe faezhet ar c'hlann Taira en Emgann Kurikara  ; ker gwazh e voe an drouziwezh m'en em gavas ar re Daira sezizet en Heian-ky? diwehatoc'h, tra m'edo Minamoto no Yoshinaka ( 1154 - 1184 ) o tont eus an Norzh ha Yukiie eus ar Reter. Ret e voe d'ar c'hlann Taira, renet gant Taira no Munemori ( 1147 -1185) abaoe marv e dad Kiyomori, tec'hel kuit war-du ar C'hornog gant e armead, al Lez, hag an impalaer Antoku (a oa en e 4 vet bloaz da neuze). Go-Shirakawa, an implaer kozh, a savas a-du gant ar Minamoto no Yoshikana kent gourc'hemenn dezhan mont gant Yukiie evit distrujan Munemori hag a lu. [1]
    P'edo oc'h hemolc'hin ar re Daira war hent ar C'hornog e klaskas Yoshinaka kemer ar galloud war ar c'hlann Minamoto dre dagan Yoritomo e Kamakura. Diouzh e du, ar c'hlann Taira a stalias ul Lez verrbad e Dazaifu, [4] met argaset e voent gant un emsavadeg itriket gant Go-Shirakawa ; dilojan al Lez a rejont arre, da Yashima [5] war un enezennig a-vaez da Shikoku . Eno e voent argadet d'ar 17 a viz Du gant Yoshinaka, a zeujont a-benn da ziarbenn. [1]
    Minamoto no Yoshinaka a itrikas gant Yukiie evit lakaat seziz war ar ger-benn hag an impalaer, ha stalian ul Lez nevez en Norzh zoken mar bije tro. Yukiie avat a zikulias an itrikadenn d'an impalaer, a roas kelou da Yoritomo, penn ar c'hlann Minamoto. Pa verzas Yoshinaka e oa bet trubardet gant Yukiie e kemeras Heian-ky?, hag e derou ar bloaz 1184 e lakaas tan en zeuldi H?j?jidono m'edo kloastret an impalaer Go-Shirakawa, a voe bac'het da c'hortoz. Nepell goude ez erruas Minamoto no Yoshitsune ( c . 1159 - 1189 ) gant e vreur Minamoto no Noriyori ( 1150 - 1193 ) hag un arme vras, a argasas Yoshinaka eus ker. Goude ur gad d'an 19 a viz C'hwevrer 1184 war ur pont dreist ar ster Uji tost d Heian-ky?, Minamoto no Yoshinaka a stourmas ur wezh diwezhan en Awazu [6] daou zevezh goude, ma voe faezhet gant Minamoto no Yoshitsune ; lazhet e voe Yoshinaka p'edo o klask kemer an tec'h. [1]

    Mor Diabarzh Seto

    Pa guitaas re re Vinamoto ar ger-benn e krogas ar c'hlann Taira da grenvaat o dalc'h war meur a lec'h kostez Mor Diabarzh Seto, a oa e diriad hengounel. An impalaer a ginnigas dezho kodianan a-benn sizhun en eskemm ouzh un harz-brezel gant ar re Vinamoto ? ar pezh a oa un touell, pa oa mennet da gas ar c'hlann Minamoto da argadin ar re Daira : gounez amzer e oa, evit klask adkemer ar galooud. [1]
    D'an 20 a viz Meurzh 1184, Yoshitsune ha Noriyori a dagas Ichi-no-Tani, ur c'hrenvlec'h d'ar c'hlann Taira e Suma, er c'hornog da Gobe war enez Honsh? . Faezhet e voe ar re Daira, hag ar re na voent na lazhet na paket a dec'has da Yashima en-dro. Ar c'hlann Minamoto ne oa ket gouest da argadin Shikoku, setu e kemerjont o diarbennou e-pad ar c'hwezh mizvezh war-lerc'h. [1]
    Tost da vloaz goude kad Ichi-no-Tanin d'an 22 a viz Meurzh 1185, e c'hoarvezas Emgann Yashima un emgann war vor a-vaez da Shikoku : klann Minamoto a glaskas treuzin ar mor, met kalz eus e listri a voe distrujet gant ur gorventenn ; gant pemp lestr hepken, Yoshitsune a dizhas an douar hag a lakaas enaouin tantadou evit lakaat al Lez da gredin e oa arsailhet. P'edo ar re Daira o c'hortoz un argadenn war vor e kuitajont o c'hrenvlec'h hag e kasjont al Lez hag an impalaer antoku d'ar mor. Trec'h e voe klann Minamoto en emgann a voe da-heul, met ar braz eus al lestraz Taira a zeuas a-benn da dec'hel. Miz diwezhatoc'h, d'ar 25 a viz Ebrel 1185, e voent faezhet adarre en un emgann war vor e Strizh-mor Shimonoseki, etre inizi Honsh? ha Ky?sh?  ; eno e varvas an impalaer yaouank, 6 vloaz hepken, ha kalz eus pennou bras ar c'hlann Taira.

    Heuliadou [ kemman | kemman ar vammenn ]

    E miz Kerzu 1185 e voe finvezh beli ar c'hlann Taira war ker-benn an impalaeriezh. An impalaer Go-Shirakawa a zeroas da Vinamoto Yoritomo ar gwir da zastum tellou ha da envel kargidi en holl rannvroiou. Goude marv an impalaer kozh e 1192 e voe anvet Minatomo no Yoritomo da sei-i tai sh?gun (征夷大?軍 "pennjeneral sujer ar varbared") [7] .
    Kement-se a voulc'has marevezh Japan c'hladdalc'hel (1185- 1600 ), m'edo an impalaer hag al Lez e-karg eus al lidou tra m'edo ar galloud gwirion gant ar sh?gun . [1]

    Gant staliadur ar sh?guneezh e Japan e kreskas galloud ar renkad vilourel, ar samurai , hag a nebeut da nebeut e wanaas hini an impalaer : da arouezius e troas, gouestlet d'al lidou hepken, betek Assavidigezh Meiji e 1868 tost da 700 vloaz diwezhatoc'h ? petra bennak ma c'hoarvezas Assavidigezh Kenmu e 1333 ma renas an impalaer betek 1336 . Minamoto, da liviou broadel Japan. A-c'houde Brezel Genpei e voe lakaet ar ruz , liv ar c'hlann Taira, hag ar gwenn , hini ar c'hlann Taira, war banniel Japan [8] .

    Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

    1. 1,00 1,01 1,02 1,03 1,04 1,05 1,06 1,07 1,08 1,09 1,10 1,11 ha 1,12 Sansom, 1958.
    2. Turnbull, 2000.
    3. Turnbull, 1977.
    4. E prefedelezh Fukuoka war enezenn Ky?sh? hiziv
    5. Takamatsu e prefedelezh Kagawa hiziv.
    6. ?tsu hiziv.
    7. (en) Law Insider . Kavet : 09 C'hwe 2022 .
    8. (en) Web Japan / National Flag and Anthem . Kavet : 09 C'hwe 2022 .


      日本と日本文化のポ?タル ? Porched Japan ha sevenadur Japan ? Adkavit ar pennadou a denn da Japan ha d'he sevenadur ? 日本とその文化についてのペ?ジを見つける