한국   대만   중국   일본 
Boko Haram - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Boko Haram

Eus Wikipedia
  • ??  Tiriad dalc'het gant Boko Haram (21/02/2015)
  • Boko Haram ("berzet eo deskadurezh ar c'hornaoueg", eus ar saozneg book "levr" hag an arabeg ???? haram "ar fall akuizitet") eo an anv boas roet d'an aozadur anvet ent-ofisiel ????? ??? ??????????? ??????? , jam?'at ahl as-sunna li-d-da'wa wa-l-jih?d ≪ bodadeg sunnit evit ar prezegerezh hag ar djihad  ≫).
    E 2002 e voe savet al luskad-se hag a stourm feuls ouzh gouarnamant Nigeria . Diazezet eo dreist-holl e biz ar vro hag e bal eo lakaat ar charia , lezennou an islam , da dalvezout er vro a-bezh.

    Lakaet eo Boko Haram war roll an aozaduriou spont gant broiou evel ar Stadou-Unanet hag aozaduriou evel Kuzul Surentez ar Broadou Unanet .
    D'ar 7 a viz Meurzh 2015 e tisklerias rener Boko Haram, Abubakar Shekau , e ra e aozadur al le a feizleunder d'ar Stad Islamek (Da‘ech).

    An anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Boko Haram eo an anv roet dezhan en haousaeg , ennan an elfenn haousaek "boko", a dalv kement ha "deskadurezh mod ar c'hornaoueg", pe "deskadurezh laik" (an deskadurezh enebet ouzh an hini a vefe kenteliet er skoliou koranek ; "boko" eo ivez an anv roet d'an doare skrivan haousaek gant lizherennou latin), mui ar ger arabek "haram", a gaver en islam evit ober anv eus ar pezh a zo "berzet", pe "fall", "direizh". Ster hollek an droienn a zo un dra bennak evel "berzet eo deskadurezh ar c'hornaoueg", pe "pec'hed eo deskadurezh ar c'hornaoueg".

    An daouzek stad nijerian renet gant ar Charia , al lezenn islamek.

    Doareou [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Gant ar sponterezh e ra an aozadur : distrujan skoliou "fall" ha lazhan ar gelennerien, ar skolidi, pe o skrapan (ar skoliadezed eo a vez skrapet dreist-holl), lazhan kristenien , skrapan tud evit kaout priziou daspren, distruj keriadennou ha lazhan an dud enno pa gredont en em sevel a-enep dezho.

    Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restrou diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons .