Bohemia

Eus Wikipedia
Kartenn Bohemia
Ardamez Bohemia

Bohemia ( ?echy e tchekeg , Bohmen en alamaneg ) a zo ur vro istorel e Kreiz Europa. Hiziv an deiz ez eo brasan rannvro ar Republik Tchek . Dont a ra anv ar vro eus hini ar vBoied , ur bobl geltiek hag a oa o chom eno en Henamzer . Eus an Xvet kantved betek 1806 e oa Bohemia unan eus rouantelezhiou an Impalaeriezh Santel Roman ha German . Betek 1918 e chome dindan ren an Habsbourged .

Ar ster hiran a zo e Bohemia eo ar Vltava , un adster d'an Elbe ( Labe ).

Bohemia a zo 52 060 km² he gorread ha war-dro 6,25 milion a annezidi he foblans.

Betek 1946 e oa divyezhek Bohemia ha kalz stankoc'h he foblans, met er bloavezh-se e voe harluet alamanegerien Tchekoslovakia (war-dro 2,7 milion a dud, tost da 2 vilion anezho eus Bohemia) da Alamagn hag Aostria .

Keriou brasan Bohemia [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwelout ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Roll rieien Bohemia


Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

 
Broiou istorel e-barzh ar Republik Tchek
Bohemia Moravia Moravo-Silezia