Blitz

Eus Wikipedia
Distrujou Londrez

Blitz , deuet eus ar ger alamanek Blitzkrieg (Brezel luc'hed), a oa an anv implijet gant kelaouennou Bro-Saoz evit diskrivan ar bombezadegou ramzel a oa bet war ar vro etre 1940 ha 1941, e-pad an Eil Brezel-bed .

Al Luftwaffe , aerlu an Trede Reich , a gemere evel paliou d'ar bombezadegou ar greanterezh hag ar c'heriou bras. Kroget e oa gant bombezadeg Londrez e-pad lodenn ziwezhan an emgann nij evit bezan mestr war an oabl a-us d'ar Rouantelezh-Unanet a vez graet Emgann Bro-Saoz hiziv-an-deiz.

E miz Gwengolo 1940 ? daou viz goude penn-kentan emgann Bro-Saoz ? kelou fall ar spian alamn a embanne e oa tost da vezan rishet ar Royal Air Force (RAF) gant al Luftwaffe. Ar skouadrennou kirri-nij alaman ( Luftflotten ) a voe roet dezho evel pal ker Londreez a-benn neuze. Ar RAF Fighter Command a n'em gave o talan ouzh un emgann peurzistrujan. Adolf Hitler ha penn al Luftwaffe ar Reichsmarschall Hermann Goring , a embanne d'ar 6 a viz Gwengolo 1940 ar c'hemm kadoniezhel-se gant lorc'hentez.

Adalek ar 7 a viz Gwengolo 1940, ur bloaz goude penn-kentan an Eil Brezel-bed, Londrez a voe bombezet bewech gant al Luftwaffe 56 war 57 devezh pe nozvezh goude embann penn-kentan ar c'hampagn bombezin. D'ar 15 a viz Gwengolo 1940, e voe ur vombezadeg deiz war Londrez a voe talet gant kollou bras evit an alamanted. Dre-se al Luftwaffe a oa kroget gant kemman e doareou da dagan ha goustadik e voe echuet gant ar vombezadegou deiz evit bombezadegou noz evit tremen e-biou an difennerezh gant ar RAF. Ar Blitz a oa deuet da vezan bombezadegou noz nemetken adalek Here 1940, dre ma oa deuet da vezan anat e oa c'hwitet sklaer gant al Luftwaffe da dizhout paliou bihanan a oa ret evit kregin gant an Oberiadur-brezel Seelowe (un dilestradeg alaman e Bro-Saoz)

Un uzin peurzistrujet e Birmingham , bloavezh 1940

Ar porzhiou bras hag ar c'hreizennou greantel er-maez eus Londrez a oa taget ivez. Porzh pennan ar mor Atlantel Liverpool a voe bombezet garv. Porzh Mor an Norzh Hull , a oa deuet da vezan ul lec'h bombezin ramzel dre ma oa an eil pal roet d'an nijerezhiou brezel alaman pa ne gavent ket o pal pennan. Komzet e oa bet a-benn neuze eus un Hull Blitz . Porzhiou all a voe bombezet evel re Bristol, Cardiff, Portsmouth, Plymouth, Southampton ha Swansea. Ouzhpenn da-se e oa bombezet keriou bras ar greanterezh saoz evel keriou Birmingham, Belfast, Coventry, Glasgow, Manchester ha Sheffield. Ouzhpenn ur milion ti e Londrez a voe distrujet da vat hag ouzhpenn 40 000 trevour a voe lazhet, tost an hanter anezho e Londrez nemetken.

E miz Mae 1941, ar riskl da welet un aloubadeg eus Bro-Saoz a aet da get, sellou Hitler a oa troet war-zu an URSS gant an Oberiadur-brezel Barbarossa . Ar vombezadegou ne oant ket deuet a-benn da rein lamm da kalon ar Saozon ha da vountan warno evit goulenn un arsav-brezel. Ne oa ket deuet a-benn kenebeut ar c'hampagn Blitz da derrin ar greanterezh nag an nerzh milourel er vro.

Kirri nij bombezer alaman Dornier Do 17 a-us d'ar ster Thames e 1940

An eizh miz bombezadegou ne oant ket deuet a-benn da lakaat e danjer produerezh Bro-Saoz nag an nerzh greanterezh milourel. Deuet e oa a-benn ar borduerezh brezel da vont war-gresk memes. Ar pal efedusan a oa bet tizhet gant an nijlu alaman a oa da redian greanterezh brezel Bro-Saoz da lakaat a duio dishenvel al lodennou produin. Ar studiadennou milourel saoz a lak war-wel e oa ezhomm etre 10 ha 15 devezh d'ar c'heriou bombezet evit bezan naetaet gant nemedennou evel Birmingham a voe ezhomm tri miz evit e adsevel.

Meur a abeg a voe d'ar c'hwitadenn alaman. An hini pennan a oa bet gant pennou bras al Luftwaffe ( Oberkommando der Luftwaffe , OKL) no devoa ket bet krouet ur strategiezh sklaer evit rishan produerezh brezel Bro-Saoz. Strivou an nijlu alaman a oa bet implijet war an holl lec'hiou produin e-plas distrujan da vat lod anezho. Ar spian alaman a oa fall war an industrielezh hag an ekonomiezh saoz brezel ha trevour.

Londrez o tevin goude ur vombezadeg alaman