Bihar

Eus Wikipedia
Bihar en India .

Bihar (????? en hindieg , ???? en ourdoueg ) zo unan eus stadou India , e biz ar vro.

Eman Bihar etre Nepal en hanternoz, ha stadou all eus Unvaniezh India tro-dro : Uttar Pradesh er c'hornog, Jharkhand er c'hreisteiz ha Kornog Bengal er reter. Tremen 80 milion a annezidi zo o chom e Bihar, war ur gorread 94 164 km². Patna eo ar ger-benn. Er bloavezh 2000 e voe savet stad Jharkhand , gant ul lodenn eus douarou Bihar.

Hindieg hag ourdoueg eo yezhou ofisiel ar stad, met an darn vrasan eus an annezidi a gomz unan eus ar yezhou biharek  : bodjpoureg (Bhojpuri), magadeg (Magadhi), maitileg (Maithili). Kar eo ar yezhou biharek d'an hindieg met n'int ket rannyezhou eus ar yezh-se evel ma veze sonjet gwechall.

E Bihar eman Bodh Gaya , al lec'h ma teuas Siddhartha Gautama da vezan ar Bouda , da lavaret eo an Hini Sklerijennet . E Bihar ivez e krogas Mahatma Gandhi gant e stourm evit frankiz India goude distroet eus Suafrika .


Tud brudet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947 .
Stadou ha tiriadou India
Stadou Andhra Pradesh ? Arunachal Pradesh ? Asam ? Bihar ? Chhattisgarh ? Goa ? Gujarat ? Haryana ? Himachal Pradesh ? Jharkhand ? Karnataka ? Kerala ? Kornog Bengal ? Madhya Pradesh ? Maharashtra ? Manipur ? Meghalaya ? Mizoram ? Nagaland ? Orisa ? Panjab ? Rajasthan ? Sikkim ? Tamil Nadu ? Telangana ? Tripura ? Uttarakhand ? Uttar Pradesh
Tiriadou an Unaniezh Inizi Andaman ha Nikobar ? Chandigarh ? Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu ? Delhi ? Jammu ha Kachmir ? Ladakh ? Lakshadweep ? Puducherry