한국   대만   중국   일본 
Bernadette Soubirous - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Bernadette Soubirous

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan

Bernadette Soubirous , pe Marie-Bernarde Soubiroux , hec'h anv ofisiel ( Bernadeta Sobiros en okitaneg , he yezh kentan), Santez Bartrez Soubirous pe Santez Bernadeta Soubirous evit Iliz Breizh, ganet d'ar 7 Genver 1844 e Lourd , marvet d'ar 16 Ebrel 1879 e Nevers , a zo bet ur santez katolik , a zo bet brudet kenan abalamour da emziskoueziou ar Werc'hez Vari a lavare he doa gwelet en ur c'hev e Lourd . D'an 18 a viz C'hwevrer eman he gouel.

Bugaleaj [ kemman | kemman ar vammenn ]

Milinerien e oa he zud, Francois Soubirous ( 1807 - 1871 ) ha Louise Casterot ( 1825 - 1866 ) e keriadenn Boly e-lec'h ma voe ganet Bernadette. 9 c'hrouadur a voe ganet en tiegezh , met 5 anezho ne oant ket chomet bev gwall bell. E 1854 ez eas ar vilin da freuz-stal hag an naon a voe lod Bernadette hag he familh. Ne c'helle ket deskin lenn ha klanv e chome alies. Ur plac'h koant e oa koulskoude hervez an dud. Ur spered relijiel krenv a oa ganti, goude ma n'he deus ket desket mat ar c'hatekiz . Setu perak e lavare : "[...] dibabet on bet gant ar Werc'hez pa 'ouien ket tra".
Kaset e oa bet da chom da di he moereb ha maeronez, Bernarde Casterot ( 1823 - 1907 ) da servij evel matez en hec'h ostaliri.
Tiegezh Bernadette a yeas da lojan en ur toull-bac'h kozh hag ar c'hwec'h anezho a oa rediet da chom en ur gambr bihan (ur c'hellig kozh), 3,77 x 4,40 m a vent. E 1857 e voe tamallet Francois Soubirous da vezan laeret daou sac'had bleud , hag en digablus, war a greder hiziv, ha kaset d'an toull. Kouezhan a reas e diegezh en dienez bras.

Emzizkoueziou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bernadette Soubirous he deus lavaret e wele pa yae da glas keuneud a-hed ar ster Gave e-pad darnvuian ar bloavezh 1858 . Eno e vije bet gwelet ganti un "itron wisket e gwenn" 18 gwech etre an 11 a viz C'hwevrer hag ar 16 a viz Gouere . D'an navet gwech, diwar komzou ar Werc'hez Mari e tiskoach ar plac'h un eien dour dindan kev Massabielle , e maeziou Lourd .

Da vezan kendalc'het

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]