한국   대만   중국   일본 
Baraer - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Baraer

Eus Wikipedia
Baraer e diwezh ar Grennamzer (e-tro 1495 ), gant e bal-forn
Baraerien o labourat

Ur baraer , ur fornier , ur pober , ur boulonjer zo un den a fard bara en ur forn .

Labourat a ra gant bleud ha dour d'ober an toaz en ul laouer-doaz. Goude e vez meret an toaz gantan, ha lakaet da boazhat en ur forn tomm-gor, gant ur bal-forn.

Pastezerien e vez ar varaerien a-wechou ivez. Hervez ar broiou e c'hallont kaout ur statud a artizaned, evel e Bro-C'hall ma'z eus muioc'h-muian a gevezerezh etre int ha ar gourstaliou.

Anv-tiegezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Evel kalz anviou micher eo deuet da vezan un anv-tiegezh brezhonek  : Fornier hag Ar Fornier . Gallekaet eo bet e Fournier ha Le Fournier gant marilh ar boblans.