Banniel Qatar

Eus Wikipedia
Banniel Qatar
Banniel Qatar
Kenfeuriou : 11:28
Kod bannielouriezh
Anv (pe lesanv): (ar) Innabi
Degemeret d'an 9 a viz Gouhere 1971
Liviou (Pantone)
  • ??   gwenn
  • ??   rous 222C
  • Banniel Qatar a zo gwenn (liv) ha rous / limestra (anvet liv greunaval a-wechou). Divoas eo ar banniel-se gant al liv diwezhan-man, met ivez gant e genfeuriou a laka anezhan da vezan hir-tre. Er penn kentan e oa ur banniel ruz evel reou holl emirelezhiou ar Pleg-mor . Goude e oa bet lakaet ul linenn gamm-digamm evel ma oa bet graet ivez gant Banniel Bahrein , ur vro nes. Al liv rous a vije bet tapet diwar dislivadur ar ruz dindan efed an heol . Hervez an deskrivadur ofisiel e talvez:

    • ar gwenn, evit ar peoc'h;
    • an 9 beg, evit an nav emirelezh eus ar Pleg-mor;
    • ar "ruz" evit ar gwad skuilhet e-kerzh ar brezeliou.
    Banniel Qatar ouzh talbenn ar c'hannati e Pariz.