한국   대만   중국   일본 
Banniel Luksembourg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Banniel Luksembourg

Eus Wikipedia
Banniel Luksembourg
Banniel Luksembourg
Kenfeuriou 3:5 pe 1:2
Kod bannielouriezh

Banniel douar

Degemeret d'an 12/06/1845; 23/06/1972 (lezenn)
Banniel listri Luksembourg
Kenfeuriou 5:7
Kod bannielouriezh

Banniel listri hag aerlistri

Anv (pe lesanv) Roude Leiw (Leon ruz)
Liviou
  • ??   ruz P032C
  • ??   gwenn 1C
  • ??   glas P299C
  • ??   melen P116C
  • Banniel Luksembourg eo banniel broadel Dugelezh Veur Luksembourg . Un banniel triliv eo gant teir bandenn gevatal a-led, ruz , gwenn ha glas . Peuzhenvel eo ouzh Banniel an Izelvroiou nemet ez eo sklaeroc'h arliv ar glaz, hag ivez gant e genfeuriou a zo 3:5 (pe 1:2) e-lec’h 2:3 evit hini an Izelvroiou (ar pezh na c'hoarvez ket bepred dre ma vez graet dre vras gant kenfeuriou henvel pa vez lakaet bannielou kichen-ha-kichen).

    Dont a ra al liviou eus skoed ardameziou ar vro .

    Ar banniel ardamezek [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Al listri, koulz hag an aerlistri, hag ivez rannou 'zo eus an arme, a ra gant ur banniel ardamezek , da lavaret eo ur banniel hag a adkemer tresadenn skoed ardameziou Luksembourg. Graet e vez gant ar banniel-se evit dishenvelout gwelloc'h diouzh banniel an Izelvroiou. Lesanvet eo ar “Roude Leiw” (al Leon Ruz), hag implijet e vez alies ivez gant an dud, evel e degouezhiou ’zo evel Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn , bepred evit dishenvelout diouzh hini an Izelvroiou.

    Ar banniel ardamezek a vez implijet kalzik ivez e Provins Luksembourg e Belgia , tra ma ne vez ket implijet ar banniel ofisiel a zo evel hini an Dugelezh-Veur gant ur skoed e-kreiz. Graet e vez ivez gant ar banniel-se el lodenn eus ar Frans ma vez komzet luksembourgeg , e korn-bro Thionville .

    Palez Provins Luksembourg en Arlon , e Belgia, gant ar banniel a-zehou war ar skeudenn.


    Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restrou diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons .