한국   대만   중국   일본 
Banniel Angola - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Banniel Angola

Eus Wikipedia
Banniel Angola

Banniel Angola zo banniel broadel Angola abaoe an 11 a viz Du 1975 , deiz dizalc'hiezh ar vro. Tennan a ra da vanniel an MPLA , ar strollad politikel a ren er vro.

Rannet eo e div vandenn : unan zu en traon, arouez kevandir Afrika , hag unan ruz e krec'h, arouez ar gwad skuilhet gant Angoliz evit o bro. E-kreiz ar banniel ez eus ardameziou melen : an hanterenn eus ur rod dantek (arouez al labourerien hag an industriezh), ur gontell-droc'h (arouez al labourerezh-douar) hag ur steredenn.

Bannielou all [ kemman | kemman ar vammenn ]