한국   대만   중국   일본 
Bamberg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Bamberg

Eus Wikipedia
Ti-ker kozh Bamberg ( Altes Rathaus )

Bamberg zo ur ger eus Bavaria , en Alamagn , e rannvro Oberfranken . Gant un tammig ouzhpenn 71 000 a dud o vevan enni ez eo ur ger a bouez evit ar c'henwerzh hag evit buhez sevenadurel hanternoz Bavaria (Franken).

Ur ger gozh eo Bamberg ha sez un eskopti eo. Savet e voe war seizh torgenn, e-kichen kember ar steriou Regnitz ha Main . A-hed ar c'hantvedou eo deuet da vezan ur gerig vrav, dindan ren he frinsed-eskibien. E dibenn an Eil Brezel-bed e voe kalz nebeutoc'h a zistruj e Bamberg eget er c'heriou all eus Alamagn, rak ne oa ket diorroet nemeur ar greanterezh enni. Miret he deus eta an neuz a oa ganti gwechall, neuz ur ger eus ar Grennamzer, ha brudet eo an iliz-veur Sant Per ha Sant Jord, savet etre an XI vet hag an XIII vet kantved . Abalamaour da gement-se eo bet lakaet Bamberg war roll lec'hiennou Glad ar bed gant an UNESCO , abaoe 1993.

Brudet eo Bamberg ivez abalamour d'ar bier a vez fardet enni.

Gevellin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gevellet eo Bamberg gant ar c'heriou-man :

Bro Ker Abaoe
Aostria Feldkirchen in Karnten 1959
Aostria Villach 1959
Frans Rodes 1965
Bro-Saoz Bedford 1971
Hungaria Esztergom 1990
Republik Tchek Praha (1an arondisamant) 1991

Tud brudet [ kemman | kemman ar vammenn ]


Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .