한국   대만   중국   일본 
Baionetez - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Baionetez

Eus Wikipedia
Stumm brudet ar vaionetez eus an XIXvet kantved

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Baionetez [1] , pe kleze-fuzuilh [2] , a reer eus un arm -troc'h a vez staget ouzh kanol ur fuzuilh pe ouzh un arm damhenvel evit kaout nerzh tagan ouzhpenn da hini an arm-tan evit ar stourm a-dost. Implijet-bras e oa bet dreist-holl da vare ar fuzuilhou untenn pe tenn-ha-tenn. Ral eo e implij hiziv an deiz. Ar vaionetez zo deuet da vezan muioc'h-mui un doare kinkladur evit an dibunadegou.

An anv baionetez evit an arm-se zo deuet diwar ar galleg baionnette ( 1575 ) eus anv Baiona , ur ger en Norzh- Euskadi ma voe fardet ar baionetezou kentan er XVI vet kantved . [3]

Un arm didalvoud ? [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krog e oa dija ar vaionetez da vezan un arm tost didalvoud abaoe an XIX vet kantved , dreist-holl abaoe brezel diabarzh Stadou-Unanet Amerika ( 1861 - 1865 ). Brasjedin a reer e oa bet ar vaionetez orin nebeutoc'h evit 1% eus ar c'hollou denel war tachennou emgann ar brezel-se. Gwelet eo evel unan eus merkou donedigezh ar brezel arnevez.

Implij ar baionetezou evit lakaat an enebourien da gilan e-kerzh brezel diabarzh Stadou-Unanet Amerika a c'hoarvezas aliezik met e-pad krogadou bihan ha tostik-tost nemetken. Al lajad amzer efedusan a oa pa veze an enebourien oc'h adkargan o fuzuilhou, ar pezh a gemere war-dro ur vunutenn memes evit soudarded gourdonet-mat. D'ar mare-se dija e weler e oa diamzeriet ar vaionetez dre ma oa nebeut a soudarded lazhet gant seurt armou, zoken pa veze gounezet krogadou bihan pe tapet lec'hiou pouezus. Un implij all d'ar mare-se a oa lakaat ar baionetezou ouzh ar c'hanol evit lakaat ur barrad aon da sevel e-touez an enebourien pe evit kadarnaat ar soudarded digalonekaet.

Daoust da se e oa bet implijet ar baioneteziou e argadou zo en XXvet kantved. An argad diwezhan a seurt-se a-berzh arme Frans a c'hoarvezas e miz Mae 1995, pa gargas Tokarniou Glas gall war bont Vrbanja e Sarajevo ( Bosnia-ha-Herzegovina ) evit dieubin soudarded all a oa dalc'het gant an arme serbian. [4]

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Geriadur Istorel ar Brezhoneg ha Geriadur Menard
  2. Geriadur brezhoneg an Here
  3. Hervez termenadur ar ger e geriadur Littre enlinenn (lennet d'an 31/01/2024) (galleg)
  4. BAROTTE Nicolas, L'adieu aux armes du "soldat" Lecointre , war Le Figaro , 21/07/2021 (lennet d'an 31/01/2024) (galleg)
  Stag eo ar bajenn-man ouzh Porched an Armou-tan