Aung San Suu Kyi

Eus Wikipedia
Aung San Suu Kyi e 2011.

Aung San Suu Kyi ( birmaneg : ; distaget: [au? s?a? s? t?i), bet ganet d'an 19 a viz Mezheven 1945 e Yangon , a zo ur bolitikourez eus Myanmar . Brudet eo evit he stourm difeuls a-enep ar gouarnamant diktatour renet gant an arme en he bro. Bet he deus Priz Nobel ar Peoc'h e 1991 .

Seizh bloavezh-pad eo bet dalc'het en he zi hep gallout dont er-maez, ha kement-se war urzh ar gouarnamant, goude ma vije bet gounezet ar votadegou e 1990 gant ar C'hevre broadel evit an demokratelezh ma oa-hi ar sekretourez veur. Torret e oa bet ar votadegou-se gant ar gouarnamant milourel.

Aotreet eo bet da zont ha da vont d'an 13 a viz Du 2010.

Un taol-stad zo bet kaset da benn gant an arme d'ar 1an a viz C'hwevrer 2021 . Bac'het eo bet hi, ministrez an aferiou estren , hag ar prezidant Win Myint .