한국   대만   중국   일본 
Arzhur Ian (dug Breizh) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Arzhur I an (dug Breizh)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Arzhur Ian a Vreizh )
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor . Gallout a rit rein un tamm skoazell, ha kreskin ar pennad : krogit e-barzh !
Arzhur Ian (dug Breizh)

Arzhur Breizh skeudennet en XIII vet kantved
Dug Breizh
Ren 1196 ? 1203
A-raok Konstanza
Goude Alis
Guy de Thouars (e-karg)
Kont Richmond , Roazhon ha Naoned
Ren 1196 ? 1203
A-raok Konstanza
Goude Alis
Guy de Thouars (e-karg)
Buhez
Ganet 29  a viz  Meurzh   1187
Marvet 3  a viz  Ebrel   1203

Tiegezh Plantagenets
Tad Jaffrez II , dug Breizh
Mamm Konstanza Breizh , dugez Breizh
Relijion Katolik

Arzhur I an , pe Arthur Plantagenet , ganet d'an 29 a viz Meurzh 1187 e Naoned ha marvet d'an 3 a viz Ebrel 1203 e Rouen , a voe Dug Breizh eus 1201 betek e varv. Dibabet e oa da bennher gant e eontr Richarzh Kalon Leon , a oa divugel, ha dezhan e tlee bezan kurunenn e eontr.

Mab e oa da Jafrez II Plantagenet , dug Breizh, breur da Richarzh Kalon Leon ha Yann Dizouar , rouaned Bro-Saoz, ha da Konstansa Breizh , merc'h d'an dug Konan IV .

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab dalif e oa pa oa ganet daou viz goude marv e dad, e 1187 . E vamm, Konstansa Breizh , intanvez, a oa dugez Breizh.

En an hini a dlee bezan roue Bro-Saoz war-lerc'h Richarzh.

E 1196 e voe embannet gant he mamm e oa dug Breizh

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Fulub II an Aogust , roue Bro-C'hall a glaske digreskin beli an tiegezh Plantagenet en e rouantelezh hag broudan gwizien ar Saozon da stourm outo. Arzhur, hag en her yaouank dug Breizh , a oa spi ar Vrezhoned evit ma vije dieub an dugelezh , met Richarz Kalon Leon a yeas da aloubin Breizh hag a vac'has an dugez, met trec'h a vo warnan gant ul lu brezhon e Karaez (1197). Kaset e oe ar bugel davet Filip Aogust evit ma vije diwallet-mat. Goude marv Richarzh e 1199 ez eas Yann Dizouar , e vreur, war tron Bro-Saoz. Mignon e oa bet da Fulup evit klask freuzan galloud Richarzh, met enebourien e oant en taol-man. Broudet gant Fulup Aogust e embannas diouzhtu Arzhur bezan her gwirion Bro-Saoz koulz hag hini Breizh, Normandi hag Akwitania hag an darn-vuian eus an noblansed c'hall a eas d'e heul.

Neuze e aloubas Yann Dizouar Bro-C'hall e 1202 . Pa oa Arzhur o sezizan Mirebeau , e-lec'h ma oa e vamm-gozh, Eleanora Akitania , o chom, e oe trubardet gant Guillaume des Roches ha, diwar urzhiou Yann Dizouar, kaset d'an toull-bac'h da Falaise hag alese da Rouan . N'eo ket sklaer penaos e varvas Arzhur e miz Ebrel 1203 . Brud a zo bet e voe lazhet gant e eontr Yann e-unan, met ne c'heller ket en asurin.

Efedou marv kriz Arzhur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa oe kaset kelou an torfed e c'houlennas ar Vrezhoned ma vo tamallet Yann Dizouar evel trubard ha karlazher hag evitan da vezan kondaonet da vezan dizouaret e kollas Akwitania, Anjev , Normandi ha Breizh (orin e lesanv eo). Er c'hontrol e c'hounezas Filip Aogust bezan mestr war dugelezh Breizh pa oa hanter-c'hoar Arzhur, Aziliz, ur vinorez ha ne oa ket e dad, Guy de Thouars, "baillif" an dugelezh, evit mont a-enep ar roue. E 1212 e terras Filip Aogust an emglev-dimezin en doa aotreet evit Aziliz hag Herri a Bentevr hag e kavas gwelloc'h rein evel pried da Alis unan eus ar brinsed kapetian , Per a Dreux, a zeuio da vezan Per I an a Vreizh .

Arzhur I an e sonerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Savet ez eus bet ur ganaouenn diwar-benn buhez Arzhur I an gant ar strollad-sonerezh folk breizhat Tri Yann an Naoned .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]



En e raok:
Konstanza
Dug Breizh
thum
1196 ? 1203
War e lerc'h:
Alis ha Per I an
Istor Breizh
Bretoned kentan
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
V vet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IV e kantved
Marevezh poblan Arvorig
ha savidigezh Breizh
IV e - IX vet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I an
908 ? - 913 ? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913 ? - 931
Rognvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I an
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I an
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I an
992 - 1008 Jafrez I an
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1201 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1196 - 1203 Arzhur I an
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Per I an
1221 - 1286 Yann I an
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Janed Pentevr ha Charlez Bleaz
Tiegezh Monforzh
1341 - 1345 Yann Monforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Fransez I an
1450 - 1457 Per II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Fransez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Fransez III
Marevezh ar Breujou
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
Rene Pleven 1974 - 1976
Andre Colin 1976 - 1978
Raymond Marcellin 1978 - 1986
Yvon Bourges 1986 - 1998
Josilin Roc'han 1998 - 2004
Jean-Yves an Drian 2004 - 2012
Pierrick Massiot 2012 - 2015
Jean-Yves Le Drian 2015 - 2017
Loig Chesnais-Girard abaoe 2017