한국   대만   중국   일본 
Arm - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Arm

Eus Wikipedia
arm
weapon functional class
Iskevrennad eus tool , adult product   Kemmañ
Hashtag weapon   Kemmañ
Implijet gant combatant , hunter   Kemmañ
2022 Harmonized System Code 93   Kemmañ
Armou gwechall…
… hag armou breman

An armou zo binviou graet evit tagan pe en em zifenn, dre lazhan pe gloazan tud pe loened. Implijet e vezont a-enep tud en emgannou , er brezeliou , pe a-enep loened, pa vezer o chaseal .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skoueriou eus implij armou eeun a gaver e-touez ar chimpanzeed , evit chaseal. Ar skoueriou koshan eus armou implijet gant tud zo goafou prenn zo bet kavet en Alamagn , hag a sav da 400 000 a vloavezhiou. Armou kentan tud ar Ragistor a oa graet gant prenn ha mein. Diwezhatoc’h e voe graet armou gant arem ha goude gant houarn .

Mare vodern [ kemman | kemman ar vammenn ]

E dibenn ar Grennamzer e voe degaset ar poultr eus Sina da Europa ha kroget e voe da implij an danvez-tarzh-se evit an armou-tan , evel ar fuzuilh . Tamm-ha-tamm e teuas an armou-tan da vezan efedusoc’h-efedusan ha kemer a rejont lec’h an armou dorn a veze implijet a-raok evel ar c’hlezeou pe ar gwaregou .

Donedigezh ar c'hanoliou hag ar mindrailhereziou war an tachennou emgann a voe ur bazenn hollbouezus e domani ar brezel. Brezel diabarzh Stadou-Unanet Amerika a voe ar c'hentan brezel gwelet evel a-vreman dre ma oa anat e oa an tu gant ar muian a nevezintiou a vefe trec'h. Ur skeudenn anat eus fin ar brezeliou mod-kozh a voe implij ar vindrailherez Gatling a-enep ar re Samourai e-pad Brezel ar Boshin .

Ur wech ijinet ar c’hirri-nij e dibenn an XIX vet kantved , e voe graet gant armou nevez, ar bombezennou a veze taolet gant an nijerezed eus an oabl. E derou an XX vet kantved ivez e voe kroget da implij gazou mougan, e-pad ar Brezel-bed Kentan , hag an tankou . E-pad an Eil Brezel-bed e voe implijet evit ar wech kentan armou nukleel .

Oadvezh nukleel ha goude [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hiroshima dres goude ar vombezadeg nukleel

Abaoe savidigezh ar strategiezh Mutually Assured Destruction (MAD), implij an arm nukleel n'eo ket mui gwelet evel unan posubl. An niver uhel a vombezennou nukleel a zo ken uhel ma talvezfe fin an denelezh. E-pad ar Brezel Yen , kement ar Stadou-Unanet Amerika hag an Unvaniezh soviedel a oa bet en ur redadeg d'an armou nukleel. Pep bro hag e harperien a oa bet o vont gant un hent a lakafe pep bloc'had da vezan an hini galloudusan gant an armou derc'hanel.

Doareou armou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .