한국   대만   중국   일본 
Aozadur Badr - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Aozadur Badr

Eus Wikipedia
Aozadur Badr
strollad politikel , armed non-state actor , unvez milourel
Rann eus Popular Mobilization Forces , National Iraqi Alliance   Kemmañ
Deiziad krouin 1982   Kemmañ
Relijion Islam chiit   Kemmañ
Stad Irak   Kemmañ
Erlec'hiet gant Sheibani Network   Kemmañ
Ur soudard eus an Aozadur Badr

An Aozadur Badr (arabeg: ????? ????? ), anvet Brigadennou Badr pe Korfad Badr a-raok, a vez rgaet eus un aozadur irakian gant en e-benn Hadi Al-Amiri . Ar brigadenn Badr a oa an aozadur milourel tuet gant Iran ha diazezet er memes bro eus ar strollad muzulman chiit Al-Majlis Al-A'ala Al-Islami Al-'Iraqi (Kuzul-meur evit ar Reveulzi islamek en Irak). Savet e oa bet er bloavezh 1982. Abaoe 2003 hag aloubadeg Irak darn stourmerien ar strollad Badr a zo emezelet en nerzhiou polis ha lu nevez Irak.

Da genver ur sell politikel, ar brigadenn, Badr ha Kuzul-meur evit ar Reveulzi islamek en Irak a oa gwelet evel aozaduriou kendeuzet abaoe 2003, hiziv-an-deiz gant ur sell ofisiel ez int daou skourr dishenvel o welet an Aozadur Badr o tont da vezan ur strollad politikel irakian o kemer perzh en dilennadegou. Nerzhiou stourm ar Brigadennou Badr gant ar c'huzulierien Iranian e-penn, a zo deuet da vezan enebourien daonet d'ar Stad Islamek aboae 2014 en Irak. Degemeret eo bet an nerzhiou lu-se er c'hengevrad Al-Hashd Al-Sha'abi (Engalvadeg an nerzhiou pobl).

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

An Aozadur Badr a oa bet savet en Iran e 1982 evel skourr milourel an Al-Majlis Al-A'ala Al-Islami Al-'Iraqi (Kuzul-meur evit ar Reveulzi islamek en Irak). Diazezet e oa en Iran e-pad 20 vloaz (ren Saddam Hussein ) gant pennofiserien eus Iran. An izili a oa kantadou a repuidi eus Irak, pe ez-soudarded Irak o devoa stourmet gant Iran e-pad ar Brezel Iran-Irak . Tuet ha dafaret e oa gant Iran.