Antakya

Eus Wikipedia
Keriou Turkia
Antakya
Iliz Saint-Pierre
Provins Hatay
Rannvro Kreizdouar
Kod post 31000
Maer Lutfu Sava? (2009)
Vali (prefed) Mehmet Celalettin Lekesiz (2009)
Perzhiou douaroniel
Gorread ha = km²
Hed 36°12' Norzh
Led 36°09' Reter
Uhelder keitat :
Poblans
()
Stankter
Lec'hienn internet ar ger Ti-ker Antakya

Antakya a zo ur ger vras e korn gevred Turkia , kerbenn provins Hatay (Sandjak Iskenderun a-raok 1939 ). Ar ger he deus bet ur pouez bras en Henamzer pa oa an trede tolpad-tud goude Roma hag Aleksandria en Egipt . Lec'hiet eo war riblennou ar ster Orontos a ziskenn betek ar Mor Kreizdouarel , 22 km pelloc'h. Ur ger gant ar marc'had evit ar gounezerezh ha meur a stal-kenwerzh eo hag enni ur boblans turkek hag arabek mesket pa oa ur bastell-vro arabek a-raok m'eo bet adroet da Republik Turkia goude ar gefridiad he deus bet Bro-C'hall war Siria betek 1939 .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Antiokeia war an Orontos ( Gresianeg  : Αντι?χεια η επ? Δ?φνη, Αντι?χεια η επ? Ορ?ντου or Αντι?χεια η Μεγ?λη; Latin  : Antiochia ad Orontem , Antiokeia vras pe Antiokeia e Siria ivez).
Diazezet eo bet war-dro - 300 gant Seleuc'hos Nikator , unan eus pennjeneraled Aleksandr Veur diwar anv e dad Antioc'hios ( Antioc'heia = ger Antioc'hos). Kreskin a reas buan pa zeuas da vezan ker-benn impalaeriezh ar Seleuc'hed hag ur greizenn evit ar sevenadur hellenistel. Pa oa aloubet gant ar Romaned e - 64 e chomas emren (evel e pep lec'h en Impalariezh roman) hag e tizhas ur galloud armerzhel ha sevenadurel brasoc'h c'hoazh.
Hervez an Testamant Nevez e teuas di pennou zo eus ar gristenien gentan a oa e Jeruzalem , Sant Paol Tarsos ha Sant Barnabaz er 1an kantved.