한국   대만   중국   일본 
Annum - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Annum

Eus Wikipedia

An annum (≪  bloaz  ≫ e latin), a e arouez, zo un unanenn da vuzulian an amzer ha n'eo ket un unanenn eus Reizhiad an unanennou etrebroadel (SI). Talvezout a ra ur bloavezh juluan, da laret eo 365,25 deiz [1] pe 31,557 6 ×?106 eilenn. Implijet e vez e diskiblezhiou skiantel dishenvel e-giz ar paleogenetik, skiantou an Douar pe skiantou an hollved, pe ar fizik nukleel, da vuzulian ar paderezh e skeuliadou amzer filogenetek, geologek , astronomek pe prantadou radioelfennou. Emsav eo da vuzulian prantadou brasoc'h evit ar bloaz, rak re vihan e vefe an unanenn SI (an eilenn) evite.

lieskementou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dereout a ra an annum da vuzulian prantadou hir. Implijet e vez dreist-holl e tri stumm dishenvel  :

  • Ka (kiloannum), ar milved ;
  • Ma (megaannum), ar milion a vloavezhiou ;
  • Ga (gigaannum), ar miliard a vloavezhiou.

Erbedet eo an aroueziou etrebroadel-se gant ar reolad ISO 80000-3:20061 e stagadenn an unanennou n'int ket unanennou SI [2] .

Implij [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dibaot a-walc'h e vez implijet an annum (a) en e-unan. Kavet e vez e rollou prantadou skinoberiant, gant e rakgeriou, gant an deiz (d), ar munut (min) hag an eilenn (s).

Rouez a-walc'h ivez e vez implij ar c'hiloannum (ka). Graet e vez gantan evit oadou izeloc'h evit 100 000 vloaz, evel re ar c'harbon 14 (1 betek 50 ka).

Implijet e vez ar megaannum (Ma) da zeskrivan emdroadur ar vuhez. C'hoarvezet eo an darzhadenn gambrian etre ?541 ha ?530 Ma. Diwezh an dinosaored a erruas 66 Ma zo ha donedigezh ar genad Homo war-dro 2,5 Ma zo. Implijet e vez atav an unanenn-se en amzer dremenet. Muzulian a reer adalek un ≪ hiziv ≫ ha n'en deus ket ezhomm da vezan resis war-bouez un nebeud bloavezhiou pe un nebeud kantadou a vloavezhiou peogwir eo bihan resisted an deiziadou muzuliet gant an unanenn-man [3] .

Implijet e vez ar gigaannum (Ga) pa gomzer eus bloaziadou liammet ouzh Istor an Douar ( eonou , marevezhiou ha prantadou geologek), Istor Koskoriad an Heol pe hini an hollved. Krouet eo bet an Douar un tamm ouzhpenn 4,5 Ga zo (4,5 miliard a vloavezhiou) hag istimet eo oad an hollved da 13,8 Ga. Graet e vez ivez gant ar gigaannum da gomz eus hanter-vuhez radioelfennou zo : da skouer, 48,8 Ga evit ar rubidiom 87.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Anv a zo aman eus deiziou "standards", dezhe 86 400 eilenn en un doare resis, ha n'eo ket eus devezhiou gwirion, rak kreskin a ra o fad eus div vilieilenn dre gantved
  2. ISO 80000-3:2006 Grandeurs et unites -- Partie 3: Espace et temps . Kavet : 26 juillet 2017 ..
  3. Ur c'hemm a ur milved, pe dek kantved, e-kenver ur milion a vloavezhiou, a dalvez ur feur fazi a 0,1 %. Roet e vez ar feuriou fazi rakjedet e muzul an amzeriou geologel en ur feson ofisiel gant ar Bodad etrebroadel stratigrafiezh (ICS). Mont a reont eus ur c'hantved da 4 Ma evit ar prantadou termenet-mat hag anavet gant an ICS.