한국   대만   중국   일본 
Ally McBeal (stirad skinwel) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ally McBeal (stirad skinwel)

Eus Wikipedia
Ally McBeal
stirad skinwel
Titl Ally McBeal   Kemmañ
Tachenn comedy drama , legal television program   Kemmañ
Krouet gant David E. Kelley   Kemmañ
Original broadcaster Fox Broadcasting Company   Kemmañ
Bro orin Stadou-Unanet   Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwell saozneg   Kemmañ
Deiziad kregin 8 Gwe 1997   Kemmañ
Deiziad echuin 20 Mae 2002   Kemmañ
Sonaozer Danny Lux   Kemmañ
Produer Mike Listo   Kemmañ
Embregerezh produin 20th Century Fox Television   Kemmañ
Amleder 20th Television , Hulu   Kemmañ
Camera setup single-camera setup   Kemmañ
Roll ar rannou list of Ally McBeal episodes   Kemmañ
Diaz embann video diwar c’houlenn   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel http://www.foxhome.com/ally/index_frames.html   Kemmañ
Logo Ally McBeal

Ally McBeal a zo ur stirad skinwel stadunanat a 5 koulzad, 112 rann a 44 munutenn pep hini, bet krouet gant David E. Kelley. Skignet eo bet da gentan etre an 8 a viz Gwengolo 1997 hag an 20 a viz Mae 2002 gant ar rouedad FOX.

Skignet eo bet e Frans adalek ar 24 a viz C'hwevrer 1998 war Teva, adalek ar 25 a viz Du 1998 war M6 hag adalek ar 25 a viz Eost 2014 war RTL9.

An danvez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tremen a ra an traou en un embregerezh breutaerien eus Boston. En ur metou pinvidik. Trelatet eo an holl dudennou o kregin gant an dudenn bennan, un alvokadez a tregont vloaz leun a faltazi betek kaout gweledigezhiou, Ally McBeal.

Meur a senenn a-bouez en diavaez eus al lez-varn a dremen pe e priveziou paotred ha merc'hed an embregerezh pe er bar darempredet gant an alvokidi goude o devezhiou labour.

Kalz eus a rannou a zo savet war un darempred etre an aferiou a dremen el lez-varn ha karanteziou un tamm diroll izili an embregezeh. Brudet eo ar stirad evit komzou dibrenn an tudennou, ur fent un tamm luziet tost eus an diskiantegezh a-wechou ha dibrenn alies.

Aktourien ha tudennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Calista Flockhart e 2009
  • Calista Flockhart a zo Ally McBeal (aman e Deauville e 2009)
  • Greg Germann a zo Richard Fish
  • Peter MacNicol a zo John Cage
  • Jane Krakowski a zo Elaine Vassal
  • Gil Bellows a zo Billy Thomas (1997-2000)
  • Courtney Thorne-Smith a zo Georgia Thomas (1997-2000)
  • Lisa Nicole Carson a zo Renee Raddick (1997-2001)
  • Portia de Rossi a zo Nelle Porter (1998-2002)
  • Lucy Liu a zo Ling Woo (1998-2002)
  • Hayden Panettiere a zo Maddie Harrington (2002)
  • Robert Downey Jr. a zo Larry Paul (2000-2001)
  • James LeGros a zo Mark Albert (2000-2001)
  • Tracey Ullman a zo Dr Tracy Clark (1998-1999)
  • Vonda Shepard a c'hoari he roll
  • Regina Hall a zo Greta Lipp (2001-2002)
  • Josh Hopkins a zo Raymond Milbury (2002)
  • Julianne Nicholson a zo Jenny Shaw (2001-2002)
  • James Marsden a zoGlenn Foy (2001-2002)
  • Albert Hall a zo ar barner Seymore Walsh
  • John Michael Higgins a zoSteven Milter (2001-2002)
  • Taye Diggs a zo Jackson Duper (2001)