한국   대만   중국   일본 
Alfred Nobel - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Alfred Nobel

Eus Wikipedia
Alfred Nobel
Poltred gant Gosta Florman (1831-1900)

Alfred Bernhard Nobel (21 a viz Here 1833 , Stockholm , Sveden ? 10 a viz Kerzu 1896 , Sanremo , Italia ) a oa kimiour, ijinour, nevezer ha kenderc'her armou ; gantan e voe ijinet an dinamit .
Perc'henn e oa war Bofors , ul labouradeg armou bras, en doa lakaet da broduin dir ha houarn e-lec'h an armou a farde a-raok. En e destamant diwezhan ez implijas e binvidigezh bras-kenan evit sevel ar priziou Nobel . Diwar e anv e voe badezet an elfenn gimiek 102, an nobeliom .

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Trede mab da Immanuel Nobel ( 1801 - 1872 ), a ijinas an turgn evit an darbrenn , hag Andriette Ahlsell Nobel ( 1805 - 1889 ) e oa Alfred Nobel. Eus Stockholm ez eas gant e diegezh da Sant Petersbourg , ma savas e dad ul labouradeg minou mor . Mont a reas Alfred war studi ar gimiezh gant ar c'helenner Nikolay Nikolaevich Zinin . E 1859 e voe fiziet al labouradeg en eil mab Ludvig Nobel ( 1831 - 1888 ), he brasaas kalz.
Goude freuz-stal an embregerezh e tistroas ar familh da Sveden, m'en em ouestlas Alfred da studi an danveziou-tarzh , ha da genderc'hadur an nitroglikerin bet ijinet e 1847 gant Ascanio Sobrero , unan eus studierien Theophile-Jules Pelouze e skol-veur Torino ). Meur a darzhadenn a voe e labouradeg o ziegezh en Heleneborg e-kerzh e enklaskou ; unan anezhe a lazhas breur yaouankan Alfred, Emil ha meur a vicherour e 1864 .

Alfred Nobel eo aozer Nemesis , un drajedienn e pevar arvest diwar-benn Beatrice Cenci , awenet evit darn gant The Cenci , savet gant Percy Bysshe Shelley . Moullet e voe pa oa an dramaour war e dremenvan. Distrujet e voe holl skridou ar pezh-c'hoari, war-bouez tri anezhe, diouzhtu goude marv Alfred Nobel, rak e hered a sellas ouzh Nemesis evel ouzh un disakridigezh. Un embannadur divyezhek svedeg - esperanto ) a voe e Sveden e 2003 . Troet eo bet e slovenieg dre an esperanto, hag e galleg e 2008 [1]

E 1895 e voe diazezet ar priz Nobel , pa skrivas Alfred Nobel e destamant diwezhan, ma lezas ul lodenn vras eus e arc'hant evit e sevel.

E Norra begravningsplatsen , e Stockholm, eman bez Alfred Nobel.

Dinamit [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dizolein a reas Nobel e teu an nitroglikerin da vezan dizanjerusoc'h hag aesoc'h da vanean pa vez mesket gant un danvez euvrus ha diemlusk evel ar c'hieselguhr . E 1867 e lakaas breou war ar meskaj, a anvas Dynamit . En hevelep bloavezh e tiskouezas implij e zanvez-tarzh evit ar wezh kentan, en ur vengleuz e Redhill , e Surrey, e Bro-Saoz .

Diwezhatoc'h e veskas nitroglikerin gant un danvez-tarzh arall, an nitrokelluloz , o krouin e-giz-se un danvez treuzwelus, henvel ouzh kaotigell, hag a oa un danvez-tarzh krenvoc'h evit an dinamit. Ar Gelignit , evel ma oa badezet, a voe breouet e 1876, ha heuliet e voe gant ur bern meskadou damhenvel, kemmet dre ouzhpennan nitrat kaliom ha danveziou all a bep seurt.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Nobel, Alfred Bernhard en Encyclopædia Britannica 1911
  • Schuck, H, and Sohlman, R., (1929). The Life of Alfred Nobel . London: William Heineman Ltd.
  • Alfred Nobel US Patent No 78,317]], 26 a viz Mae 1868 ]

Notes [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Alfred Nobel, Nemesis , troet gant Regis Boyer, Les Belles Lettres, 2008, ISBN 978-2-251-44342-3 (fr)

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .