Alexandre de Rhodes

Eus Wikipedia
Alexandre de Rhodes

Alexandre de Rhodes ( Avinhon , 15 Genver 1591 - Isfahan , 5 Du 1660 ) a oa ur Jezuist gall hag a voe misioner en Azia .

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Marc'hadourien seiz e oa e dud, ha marraned , da lavarout eo Yuzevien kristenaet , hogen disfiz oute. Aet e oant eus Calatayud , en Aragon , da Avignon er XV vet kantved rak eno, e ker ar bibien , e veze degemeret mat ar Yuzevien a veze heskinet e Spagn gant an Ofis Santel .

Ur wech aet da Jezuist e fellas dezhan mont da visioner. E 1627 ez eas, e bourzh ul lestr portugalat , eus Lisbon betek Goa . Deskin portugaleg a reas ; goude tremen daou vloaz hanter e Goa hag e Mumbai e lestras da vont war-du Japan , en ur dremen dre Valaka ha Makao . Met peogwir e oa heskinet ar gristenien e Japan d'ar c'houlz-se ne voe ket kaset gant ar Jezuisted d'ar vro-hont, met kaset e voe da H?i An (e-kreiz Viet Nam breman), d'ur mision hag a oa bet krouet eno e 1615 .
A-benn 6 miz e ouie vietnameg a-walc'h evit gallout prezeg er yezh-se. En ur ober daou vloaz e voe gouest da vadezin 6 700 a Vietnamiz. Buan avat e voe gwelet fall gant pennou bras ar vro abalamour d'e brezeg a-enep al lieswregiezh hag argaset e voe eus ar vro e 1630 .

Mont a reas da Vakao, met distrein a reas da Viet Nam. E 1645 e voe tapet ha kondaonet d'ar marv. Skarzhet e voe eus ar vro hepken.
E-pad an holl amzer-se e laboure evit sevel un doare da skrivan vietnameg gant al lizherenneg latin . E 1651 e voe embannet, e Roma , ar geriadur vietnameg-portugaleg- latin ( Dictionarium Annamiticum Lusitanum et Latinum ) en doa savet, gant an doare-skrivan savet gantan, anvet Ch? Qu?c ng? . Gant ar benveg-se e voe skignet ar relijion gatolik er vro hag aesaet e voe an deskin lenn ha skrivan vietnameg. Breman ez eo an doare-skrivan ofisiel e Viet Nam.

Kinnig a reas Alexandre de Rhodes d'ar Vatikan stumman misionerien eus Viet Nam evit prezeg an aviel en o bro dezho. Er penn-kentan ne voe ket degemeret mat e ginnig, met etre 1662 ha 1664 (goude e varv eta) e voe savet Kevredigezh ar Misionou Estren e Pariz.

Mervel a reas Alexandre de Rhodes e 1660, e Persia .