Alexander Van der Bellen

Eus Wikipedia
Alexander Van der Bellen

Alexander Van der Bellen (ganet d'an 18 a viz Genver 1944) zo un armerzhour hag ur politiker eus Aostria . D'an 23 a viz Mae 2016 eo bet dilennet da brezidant republik Aostria .

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ganet eo Alexander Van der Bellen e Vienna , d'un tad deuet eus Rusia ha d'ur vamm deuet eus Estonia . E hendadou eus tu e dad a oa aet eus an Izelvroiou da Rusia.

Er bloavezhiou 1960 en doa graet studiou ekonomiezh e skol-veur Innsbruck . Un doktorelezh a dapas e 1970. Kelenner e voe goude-se e skol-veur Innsbruck hag e Vienna goude.

Oberiant eo bet e-barzh ar gostezenn sokial-demokrat Sozialdemokratische Partei Osterreichs (SPO) da gentan hag e kostezenn ar Re C'hlas goude, eus 1992 da 2016. E Kuzul Broadel ar Re C'hlas eo bet etre 1994 ha 2012. Mouezh ar strollad e oa eus 1997 da 2008 ha neuze en doa roet e zilez.

War ar renk eo aet, e nevez-amzer 2016, evit dilennadeg prezidant ar republik, evel un den dizalc'h, met harpet gant kostezenn ar Re C'hlas. En dro gentan eo erruet da eil, goude paotr an tu dehou pellan Norbert Hofer , hag en eil tro eo bet trec'h war hennezh. [1]

Mont a raio da brezidant da vat e miz Gouere 2016.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Liamm diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .