Alessandra Mussolini

Eus Wikipedia
Alessandra Mussolini
den
Reizh pe jener plac'h   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Italia   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Alessandra Mussolini   Kemmañ
Anv-bihan Alessandra   Kemmañ
Anv-familh Mussolini   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 30 Kzu 1962   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Roma   Kemmañ
Tad Romano Mussolini   Kemmañ
Mamm Anna Maria Villani Scicolone   Kemmañ
Breur pe c'hoar Rachele Mussolini   Kemmañ
Bugel Romano Floriani Mussolini   Kemmañ
Kar Sophia Loren , Edda Mussolini , Vittorio Mussolini , Bruno Mussolini , Anna Maria Mussolini   Kemmañ
Yezh vamm italianeg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet italianeg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid italianeg   Kemmañ
Micher politiker , model , aktour sinema , muziker   Kemmañ
Bet war ar studi e Sapienza University of Rome , American Overseas School of Rome   Kemmañ
Lec'h annez Napoli   Kemmañ
Lec'h labour Strossburi , Brusel , Roma   Kemmañ
Strollad politikel Forza Italia   Kemmañ
Relijion Katoligiezh   Kemmañ
Ideologiezh politikel post-fascism   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel http://www.alessandramussolini.it/   Kemmañ
Alessandra Mussolini e 2013

Alessandra Mussolini , ganet d'an 30 a viz Kerzu 1962 , zo un aktourez, top model ha politikourez italian .

Tiegezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Merc'h eo da Romano Mussolini, trede mab Benito Mussolini ha Rachele Guidi, ha da Anna Maria Scicolone, c'hoar da Sophia Loren . E 1989 e timezas da Mauro Floriani ha tri bugel o doe : Caterina, Clarissa ha Romano (diwar anv e dad-kozh).

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bet eo ezel eus ar sened italian abaoe 2013, dilennet eo bet en anv ar strollad Il Popolo della Liberta , deuet da vezan Forza Italia . Abaoe 2014 ez eo ezel eus ar parlamant europat evit FI .

Ganti e voe krouet ha renet ar strollad mirour broadelour, Azione Sociale . Etre 2004 ha 2008 e oa bet ezel eus ar parlamant europat ivez, kement hag eus kambr an deputeed, a zo ul lodenn eus ar parlamant italian, en anv Il Popolo della Liberta .

Ul lodenn eus pennaennou Alessandra Mussolini a zo liammet gant gwelladennou sokial: evit gwiriou ar maouezed, ar vugale. En tu all ez eo mennet da zifenn mennad un Italia grenv. Taget e oa bet e 2006 gant Vladimir Luxuria en devoa embannet e oa-hi ur faskourez, goude ma oa bet embannet ganti: "Meglio fascista che frocio" ("Gwelloc'h faskour evit henvelreizh").