한국   대만   중국   일본 
Al Liamm - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Al Liamm

Eus Wikipedia
Al Liamm
bimonthly magazine
Deiziad krouin Ebrel 1946   Kemmañ
Titl Al Liamm   Kemmañ
Ti-embann Embannaduriou Al Liamm   Kemmañ
Bro orin Frans   Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anv brezhoneg   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel https://alliamm.bzh/   Kemmañ
Niverenn gentan Al Liamm , e 1946.

Ur gelaouenn lennegel ha a skign titourou dre vras vrezhonek eo Al Liamm -Tir na nOg, staget dezhi un ti-embann a zo e anv " Embannaduriou Al Liamm ". E brezhoneg peurunvan penn-da-benn e vez embannet ar mareadeg daouviziek-man hag al levriou a bep seurt a zo deuet er-maez ingal. Er bloaz 2013 eo deuet er-maez an niverenn 400.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

 1945-1948 : sevel ur gelaouenn diwar teir gant tud yaouank ha strewet e meur a lec'h  [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meur a gelaouenn vrezhonek a oa difluket er bloavezhiou 1945 - 1946 , en o zouez Tir na n-Og savet gant Ronan Huon (ar chomlec'h a oa hini R. Huon e Lannuon) ha " Kened (kelaouenn) " e Roazhon , renet gant Per Denez hag Arzel Even , hag e Pariz Al Liamm [1] , diazezet gant Andrev Latimier ha Per ar Bihan , a reas gant ar skritur KLT er penn kentan, met a zegemeras ar skritur peurunvan adal ar pevare niverenn, e 1947.
Betek derou ar bloaz 1950 e kendalc'has An Avel - Avel an Trec'h da zont er-maez gant Youenn Olier . War dachenn ar relijion gristen evit ar vrezhonegerien zesket e oa Kaierou Kristen Maodez Glanndour .
Bihan avat e chome kelc'hiad an holl gelaouennou-se, dre ziouer a baper hag abalamour ma ne oa ket deuet-mat embann skridou brezhonek, ha buan e voe santet e oa dav o unanin hag o c'hendeuzin ma venned kaout ur gelaouenn vrezhonek a vije bet par da Walarn a-raok ar brezel da vihanan. Da gentan e voe un emglev gant Kened hag e 1948 e voe kendeuzet Al Liamm ha Tir na nOg . Ur gemennadenn war an teuzadur-se a voe embannet e niverenn 5 Al Liamm ha kentan niverenn Al Liamm-Tir na nOg  a voe an niverenn 6 e Genver-C'hwevrer 1948, met ne yeas ket an titl nevez war wel a-raok an niverenn da-heul (7).
  Sinaet e voe ger-stur an niverenn 6 gant Andrev Latimier : ≪  Kredin a reomp e c'hellimp diwar vreman kinnig pep daou viz d'hol lennerien ur c'haier fonnus, skridou a bep seurt e-barzh, a roio bod d'ar strivou graet du-man du-hont en hor yezh hag evit hor bro. Ur gentel a unvaniezh hag a urzhiadur a ziwan eta diwar an emglev-se... Souezhus ha nec'hus war un dro gwelout brogarourien vat zoken chom hep kas o skodenn : diseblanted ? diegi? pizhoni ? N'on ket evit hel lavarout. Koulskoude, ra sonjer e koust breman 25 000 lur moulan ha strewin un niverennig evel homan, neuze 500 komananter d'an nebeutan a vefe ret da gaout diouzhtu evit gallout bevan hep re a drabas...  ≫.
Kemeret e oa bet ar stur gant tud Al Liamm (Latimier ha Per Denez), pa voe aet da gelenner e Gembre Ronan Huon hag en doe kaset ≪ ul lizher rust ≫, pa seblante dezhan e voe silet ma voe bet staget Tir na nOg , peogwir e voe war-nes beuzin [2] . Met kompezet e voe bet an traou, pa voe dalc'het e Kleder (diwezh miz Eost) Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerion kentan [3] . E dibenn an niverenn 11, hini diwezhan ar bloaz e lenner m'eo bet chanchet ar chomlec'hiou ret eo goulenn ar c'houmanantou da Ber ar Bihan, heman o chom e Trappes , ha kas ar skridou da Rene Huon, 3 rue Louis Pasteur, Landerneau .

Penaos derc'hel ar gelaouenn war-neunv hag arc'hantaouin embann al levriou war un dro ? [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kef Al Liamm a veze graet eus ur c'hont ma veze difluket arc'hant ar brofourien dre miz ennan hag e-kreiz 1949 e voe anv eus eil gef, Brezhoneg ar bobl e anvadur. Ne voe ket prest ar skipailh bihan da sonjal e vefe e gefridi embann levriou. Daou aozadur a seblante bezan war an dachenn : Skridou Breizh, embannet levriou yezh savet gant Kervella ha Hemon ganto nevez zo ha [Ar BALB|[Breuriezh al levriou brezhonek]], savet diwar intrudu Langleiz, un den tost dezho [4] . Kinnig a reas ur mennoz nevez Roparz Hemon, pa zisplegas e oa un dra mallus d'ober : pourvezin levriou berr, aes da lenn ha marc'had mad d'ar re yaouank o tivrezhonekan. E  brezhoneg eeun e tlefe bezan skrivet an testennou. Kerkent e voe embannet daou levrig savet gant Roparz Hemon.
E derou 1950 e voe chenchet an traou, pa voe dispaket e veze kinniget , ur sistem rakprenadennou, mui ar gallustedprestan arc'hant d'an embanner evitresev al levriou diouzh samm ar c'hred digoret. Ur seurt koumanant argemmus e briz evit gwir.
Emiz Eost 1949 e voe aozet an eil Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerien, e  Plonevez-Porzhe  ha Ronan Huon,kenrener gant Vefa de Bellaing. En degouezh-se ez eusbet tu kemer divizou war dazont an embann brezhonek.

Politikerezh embann [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lec'h Al Liamm en Emsav [ kemman | kemman ar vammenn ]

E penn ar bloaz 1948 ec'h embannas ar gelaouenn skridou Roparz Hemon aet da Iwerzhon. Moullet e veze Al Liamm gant ti-moullerezh "La Mouette" er Baol renet gant Florentin Goinard , chomet e penn ti-embann Skridou Breiz a oa bet hini damgefridiel  Strollad Broadel Breiz , heman bet berzet e 1944 .
E-pad ugent vloaz bennak en em gavas ar gelaouenn "Al Liamm" e penn ar stourm broadelour sevenadurel, ezel brudetan ar c'hevread " Kuzul ar Brezhoneg " enebet ouzh ar c'hevread " Emgleo Breiz " a embannas ar gelaouenn " Brud " (deuet da vezan Brud Nevez ), er skritur "skolveuriek" e-pad un toullad bloavezhiou da gevezan ouzh "Al Liamm" end-eeun.

Un emgann kalet e voe an emgann-se, rak berzet e oa ouzh "Al Liamm" pep bevez kefridiel diwar "Kest ar Brezhoneg" da skouer. D'ar mare-se 'ta e kemere Al Liamm lec'h "Gwalarn".

Kement-se a badas betek ar bloavezhiou dek-ha-tri-ugent. D'ar poent-hont e voe gwelet e oa trec'h kostezenn ar peurunvan renet gant Al Liamm , hogen ar remziad nevez war-lerc'h 1968 a bellaas diouzh ar spered "broadelour rik" a vije bet hini Gwalarn hervez lod. Gwelloc'h eo bet ganto heuilh kinnigou Roparz Hemon en e bennad "Tri oadvezh ar brezhoneg" embannet e n° 26 Al Liamm (Mae-Mezheven 1951) : "N'eus netra kollet, ha kalz a zo bet gounezet. Rak war gef start ar Yezh C'hlan e c'heller imboudan barrou ar Parlant. Kefridi ar stourmerien evit ar brezhoneg a zo breman, evel ma oa hini an Tad Maner , bezan komprenet gant pobl ar vrezhonegerien. ... An heug rak ar geriou gallek (hag ar geriou etrevroadel) a zo, pa seller mat, ur merk a wander kentoc'h eget ur merk a nerzh : un doare kompleks-izelder."

Chom a ra Notennou e diwezh ar gelaouenn, o klask ober meneg eus kement tra a c'hoarvez war-dro ar brezhoneg daoust d'an traou bezan kemmet da vat gant ar binviou kelaouin a-vreman (internet...).

Setu ar pezh a skriv ar c'helenner skol-veur Francis Favereau e trede levrenn " Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved " e 2008 (p 22) : " Hiziv e talc'h AL LIAMM da bleustran hevelep roud "kreiz", bet lansus dezhi peurliesan, daoust da chans-dichans an Istor, un hanter kantved-pad, pezh a lakas anezhi da nevesaat gwech ha gwech all, hep dezhi morse diroudan diwar linenn-stur he mennadou kentan, sed an amboaz da sevel e brezhoneg ul lennegezh "vodern", broadel he spered, pe broadelour zoken hervez ster ar ger-se en hon yezh, hini ar broadou bihan "gwasket", digor war ar bed avat hag an hollved zokennoc'h, hag e vije hervez ur reol yezh strizh a-walc'h, danzeet gant dalc'herien an emsav (an trede emsav, an hini sevenadurel, diwar rivinou an eil ha diorroet tamm-ha-tamm)".

Chench a ra ar bed, chench ar ra an teknikou... Chench a ra Al Liamm. Klask a ra kendelc'her da ginnig skridou lennegel ha sevenadurel "modern" da "bobl ar vrezhonegerien", da lavarout eo, traou skrivet gant tud bet er skol-veur, evit tud bet er skol-veur.

Ar skrivagnerien bennan hag ar re all [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar berzh bet graet gant ar genstrivadeg danevellou bet aozet evit niveren 400 Al Liamm e 2013 a ziskouez e chom ar gelaouenn ur benveg a-bouez evit dizolein "pluennou" nevez ha kinnig d'ar vrezhonegerien oberennou gant skrivagnerien diazezet o brud. Estreget lennegezh a gaver enni. Meur a studiadenn a zo bet embannet ganti ha pennadou burutellan levriou a vez ingal : ur gelaouenn sevenadurel eo.

Evel ma skriv Francis Favereau e trede levrenn e Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved ( Skol Vreizh , 2002) : "Kaer eo gouzout ne ve ket tra-walc'h gant un dezenn skol-veur a-bezh da beurstudial hevelep pikol corpus, savet tamm-ha-tamm e-pad tost da dri-ugent vloaz prestik, gant nouspet kant a skrivagnerien pe a (gen)skriverien anezho, a-benn bezan lennet gant meur a vil lenner e-pad keit-se."

 Levrlennadurezh  [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou [ kemman | kemman ar vammenn ]

 Notennou ha daveennou  [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Kevarzhe diskleriet da brefeti ar Saena d'ar 5vet a viz C'hwevrer 1946, e baliou diresis a-walc'h :  difenn sevenadur, lennegezh ha yezh Breizh
  2. Dispaket war al lec'hienn ronanhuon.alliamm.bzh.
  3. Aozet gant Vefa de Bellaing ha Zavier Langleiz.Kenteliou brezhoneg a reas Ronan Huon.
  4. Ar BALB a embannas Enez ar Rod e 1949.