Ainoued

Eus Wikipedia
Ainoued
Ar banniel Ainou, treset gant Bikki Sunazawa e 1973
Strollad Ainoued, luc'hskeudennet e 1904
Poblans klok
  • 50.000 Ainou a vije hiziv an deiz
  • 150.000 Japanad o dije hendadou Ainou, met 'n eus ket tu bezan sur (ar sifr a 1.000.000 a vez kavet zoken)
  • Maread rak-Japanat: ~ 50.000 Ainou
Broiou e lec'h ma vezont kavet
Flag of Japan  Japan
Flag of Rusia  Rusia
Yezhou
An ainoueg eo yezh hengounel an Ainoued. Tost marv eo o yezh avat. An darn vrasan eus an Ainoued a gomz japaneg pe ruseg .
Relijionou
Animisted , Iliz Kristen ortodoks Rusia
Poblou liammet

An Ainoued (アイヌ), pe "Utari" (ウタリ) evel a reont anezho o-unan kentoc'h eget "Ainou" (a dalvez "tud" pa dalvez "utari" kement ha kamaladed), zo ur bobl henvroidi hag a vev e norzh Bro-Japan hag e reter Rusia . War-dro -1300 e tivroas o hendadou etrezek Hokkaido , an Inizi Kouril , Enez Sac'halin ha su ledenez Kamtchatka . Da laret eo 1 000 bloaz a-raok ar poblou Wa a zo hendadou Japaniz a vreman, erruet en enezenn Honsh? (eus Korea moarvat).

Un dachenn bras-tre a oa dezho gwezhall : eus norzh Hokkaido d'an inizi Kouril ha Sakhalin . Diskaret int bet gant ar Japaniz da vare prantad ar Meiji ( 1868 - 1918 ). Trevadennet int bet ha difennet e oa outo implijout nag o anv nag o yezh dre vras.

N'eus ket pell e oa o fobl war-nes mont da get. Un 20.000 bennak a vefe anezho c'hoazh hervez ar sifrou ofisiel. E mirvaou kostez Hokkaido ez eus ul lodenn vat anezho. Hervez ar sifrou n'int ket ofisiel avat e vefe war-dro 200 000 ezel eus ar bobl-se c'hoazh met n'eo ket aes gouzout rak n'eus bet savet niveradeg ebet ha kalz anezhe a guzh o orin, pe alies, ne ouzont ket zoken int a orin ainou, dre ma oa bet kuzhet oute gant o zud o-unan abalamour da warezin anezhe diouzh ar ouennelouriezh [1] . Ar c'hannad Shigeru Kayano en deus graet kalz evit sikour anezho dreist-holl dre ul lezenn bet votet e 1994 .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Eus an orin betek betek an XIX vet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur strollad Ainoued (etre 1863 ha derou ar bloavezhiou 1870)

Ar sevenadurezh ainou a anadas war-dro 1200 [2] hag enklaskou nevez a laka da sonjal e teu eus meskaj ar sevenadurezhiou Oc'hotsk ha Satsumon [3] . E 1264, e tisklerias an Nivc'hed d'an dierniezh Yuan a rene war an impalaeriezh Vongol e oa bet aloubet o bro gant an Ainoued, ar pezh a oa pennkaoz eus emgannou etre an Ainoued hag arme an dinastiezh Yuan [4] . Komans a reas darembredou stank etre ar Wajined (ar Japaniz a ouenn) hag Ainoued Ezochi (anvet Hokkaido hiziv an deiz) en XIII vet kantved [5] . An Ainoued o doa ur gevredigezh chaseourien-dastumerien, a veve dreist-holl diwar ar jiboeserezh hag ar pesketaerezh, hag o relijion a oa diazezet war anadennou an natur [6] .

E-pad ar prantad Tokugawa (1600?1868) e kreskas ar c'henwerzh etre an Ainoued hag ar Japaned a zalc'he lodenn su an enezenn a anver breman Hokkaido. Dindan ar gouarnamant Bakufu e oa roet gwiriou d'ar c'hlan Matsumae hepken d'ober konvers gant an Ainoued e norzh an enezenn. Diwezhatoc'h e krogas ar Matsumae da feurmin argwiriou kenwerzh da varc'hadourien japanat, ha stankaat a reas an darempredou etre Japaniz hag Ainoued. Er prantad-se e teuas an Ainoued da gaout ezhomm muioc'h mui eus ar varc'hadourezh degaset gant ar Japaned, ha skoet e voent gant meur a glenved-red evel ar vrec'h [7] . Daoust ma roe ar c'henwerzh o zu da Japaniz ha d'an Ainoued da gompren gwell an eil re ar re all e tegasas stourmou etrezo ivez, unan eus emsavadegou brasan an Ainoued eo emsavadeg Shakushain (1669?1672) hag un all a voe e 1789.

Aberzh un arzh gant Ainoued. Livadenn eus Bro-Japan, war-dro 1870.

An adsav Meiji [ kemman | kemman ar vammenn ]

Degaset e oa kemmou bras e buhez an Ainoued gant derou an adsav Meiji e 1868. Savet e oa un niver a adreizhadennou sokial, politikel hag armerzhel gant gouarnamant Bro-Japan, da vodernaat ar vro e giz ar C'hornog, ha staget e oa Hokkaido ouzh Impalaeriezh Bro-Japan. Sjoberg quotes Baba’s (1980) account of the Japanese government's reasoning: [7]

‘ … Diorroadur an enezenn vras eus norzh Bro-Japan he doa meur a bal : da gentan e oa gwelet evel un doare da zifenn Bro-Japan diouzh Impalaeriezh Rusia a ziorroe hag a c'houneze tachenn buan. Goude se … e roe un diskoulm da ziouer labour sklisennad kozh ar samouraied … An diorroadur-se, erfin, a oa da bourchas an danveziou naturel a oa klask warne en un ekonomiezh kevalaour o kreskin [8]

.

E 1899, gouarnamant Bro-Japan a savas ul lezenn a anve an Ainoued henvroidi gozh, gant ar sonj e vefent lonket tamm-ha-tamm. Kemeret e oa an douarou e lec'h ma oa an Ainoued o chom gant ar gouarnamant [9] . Roet e oa ivez d'an Ainoued ar statud keodediz, o tinac'han dezhe evel se ar statud minorelezh henvroat.

Ar strollad "Oki Dub Ainu Band", renet gant ar soner ainou ha japanat Oki , en Alamagn e 2007

E korf 36 e teuas an Ainoued muioc'h-mui ur gumuniezh a eil renk war o douarou dezhe o-unan, Tremen a reas an Ainoued eus stad ur strollad digenvez d'ur strollad d'ur strollad a oa lamet digantan e vro, e yezh, e relijion hag e c'hiziou gant Japaniz [10] . An douarou ma oa an Ainoued o vevan a oa lodennet d'ar Wajined o doa divizet dont da vevan da Hokkaido, war atiz gouarnamant an oadvezh Meiji, da gorvoin danveziou naturel fonnus an enezenn, ha da sevel atantou war patrom labour-douar industriel ar C'hornog. Anvet e oa an argerzh-man Kaitakushi [11] . Savidigezh labouradegou, evel milinou ha breserezhiou , ha mengleuziou a oa heuliet gant savidigezh hentou hag hentou-houarn, e-pad ur prantad diorroadur a badas betek 1904 [12] . E-doug an amzer-se e oa rediet an Ainoued da zeskin japaneg, da gemer anviou japanek ha gourc'hemennet da baouez gant giziou relijius evel aberzh an anevaled hag an tatouaduriou [13] .

Lezenn 1899 a oa chenchet e 1997 ? Betek-henn en doa diskleriet ar gouarnamant ne oa minorelezh etnek ebet [3] . N'eo ket a-raok ar 6 a viz Even 2008 e oa anavezet an Ainoued evel ur strollad henvroat (s.o. anavezadur ofisiel , a-is) [3] .

An euredou etre Japaned hag Ainoued a oa klasket gant ar re ziwezhan da zisteraat ar risklou gwallziforc'h a-enep d'o bugale. Abalamour da se ez eus kalz Ainoued zo henvel poch ouzh o amezeien japanat. E Sambutsu , war aod ar Reter, peurgetket e c'haller gwelet kalz bugale ganet eus an hevelep dimeziou etre kumuniezhiou. Lod eus an Ainoued japanad-se zo dedennet gant sevenadurezh hengounel ar bobl-se. Da skouer Oki , bugel un tad ainou hag ur japanadez, a zeuas da vezan ur soner a son ar benveg ainou hengounel anvet tonkori [14] . E kalz keriou bihan eus ar Gevred pe eus Hidaka e c'haller atav gwelet Ainoued a ouenn evel e Nibutani (en Ainoueg  : Niputay ).

Anavezadur ofisiel [ kemman | kemman ar vammenn ]

D'ar 6 a viz Mezheven 2008 e oa kemeret ur mennad gant Kuzul Bro-Japan a c'houlenne gant ar gouarnamant anavezout an Ainoued evel henvroidi eus Bro-Japan ha da lakaat ar gwallziforc'hou en o enep da baouez. Anavezet e oa an Ainoued gant ar mennad-se evel "ur bobl henvroad dezhan ur yezh ispisial, ur relijion hag ur sevenadurezh" ha da derrin al lezenn kemeret e 1899. [10] [15]

Daoust ma'z eo ur bazenn istorel a-bouez, Hideaki Uemura, kelenner e skol-veur Keisen e Tokyo hag arbennigour war gwiriou ar poblou henvroat, en deus lavaret diwar-benn ar mennad-se e oa "gwan evit anavezout fedou istorel" rak rediet e oa an Ainoued da zont da vezan Japaned da gentan. [15]


Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Poisson, B. 2002, The Ainu of Japan , Lerner Publications, Minneapolis, p.5.
  2. The Boone Collection ? Image Gallery: Ainu Artifacts . Field Museum of Natural History . Kavet : May 8, 2008 .
  3. 3,0 3,1 ha 3,2 Sato, Takehiro; et al. (2007). "Origins and genetic features of the Okhotsk people, revealed by ancient mitochondrial DNA analysis". Journal of Human Genetics , Nnn 52 (7): 618?627. doi:10.1007/s10038-007-0164-z
  4. 第59回 交易の民アイヌ Ⅶ 元との?い . Asahikawa City (June 2, 2010). Kavet : March 2, 2011 .
  5. Weiner, M (eds) 1997, Japan’s Minorities: The Illusion of Homogeneity , Routledge, London.
  6. "NOVA Online ? Island of the Spirits ? Origins of the Ainu" .
  7. 7,0 ha 7,1 Brett L. Walker, The conquest of Ainu Lands:Ecology and Culture in Japanese Expansion 1590-1800 , University of California Press, 2001, pp 49?56,61?71 ha 172?176
  8. Sjoberg, K, The Return of the Ainu , 1993, Harwood Academic Publishers, Switzerland.
  9. Loos, N & Osani, T 1993, Indigenous Minorities and Education, Sanyusha Publishing Co., Ltd., Tokyo.
  10. 10,0 ha 10,1 Fogarty, Philippa (June 6, 2008). " Recognition at last for Japan's Ainu ", BBC News , BBC . Retrieved on June 7, 2008 .  
  11. Hohmann, S 2008, ‘The Ainu’s modern struggle’ in World Watch, Vol 21, No. 6, pp. 20?24.
  12. Sjoberg, K 1993, The Return of the Ainu , Harwood Academic Publishers, Switzerland, p. 117.
  13. Levinson, David (2002). Encyclopedia of modern Asia, Volume 1 . Charles Scribner's Sons. 72 p. ISBN 9780684806174 .  
  14. アイヌ⇔ダブ越境!異彩を放つOKIの新作
    (Japanese)
    . HMV Japan (May 23, 2006). Kavet : March 26, 2011 .
  15. 15,0 ha 15,1 Ito, M (June 7, 2008). Diet officially declares Ainu indigenous . Japan Times. Diellet er skrid orin d’an July 13, 2012 . Kavet : April 29, 2009 .
  日本と日本文化のポ?タル ? Porched Japan ha sevenadur Japan ? Adkavit ar pennadou a denn da Japan ha d'he sevenadur ? 日本とその文化についてのペ?ジを見つける