Agostinho Neto

Eus Wikipedia
Agostinho Neto

Antonio Agostinho Neto (17 a viz Gwengolo 1922 - 10 a viz Gwengolo 1979) a oa ur politikour ha prezidant kentan Angola .

Agostinho Neto, ganet e Bengo (Angola), a oa mab d'ur pastor metodour . Kas a reas e studiou e Luanda a-raok mont da studian ar vezegiezh da Bortugal (e Coimbra hag e Lisbon ). Harzet e voe e 1951 gant polis Salazar en abeg d'e oberou politikel evit dizalc'hiezh Angola. Dieubet e voe e 1958 ha distrein da Angola e 1959. Dont a reas da vezan prezidant an MPLA ( Movimento Popular de Libertacao de Angola - Luskad Poblek evit Dieubidigezh Angola).

En Angola e voe harzet adarre gant ar Bortugiz e 1960. Tennet e voe gant ar soudarded ouzh tud a vanifeste evit e dieubidigezh ha lazhet un 30 den bennak. Agostinho Neto a voe kaset daou vloaz d'an toull-bac'h d'ar C'hab Glas ha goude-se da Lisbon. Dont a reas a-benn da dec'hel kuit da Varoko ha da Zair war-lerc'h.

Klask a reas skoazell a-enep Portugal digant ar Stadou-Unanet . Ar gouarnamant stadunanat a nac'has sikour anezhan ha kavout a rejont gwelloc'h rein dorn da Holden Roberto ha d'e strollad, an FNLA ( Frente Nacional de Libertacao de Angola ).

D'an 11 a viz Du 1975 e voe embannet dizalc'hiezh Angola ha Neto en em lakaas e penn ar Stad nevez. Krouin a reas liammou gant URSS ha Stadou komunour all, Kuba dreist-holl, hag a sikouras anezhan hag e strollad, an MPLA, a-enep an FNLA hag an UNITA e-pad ar brezel diabarzh a renas er vro er bloavezhiou da heul.

Neto a varvas e 1979 e Moskou ma oa bet kaset da vezan ospitalizet en abeg d'ur c'hrign-bev. Jose Eduardo dos Santos a voe prezidant d'e heul.

Prezidanted Angola

Antonio Agostinho Neto | Jose Eduardo dos Santos | Joao Lourenco

  Banniel Angola