한국   대만   중국   일본 
Adolphe Le Flo - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Adolphe Le Flo

Eus Wikipedia
Adolphe Charles Emmanuel Le Flo .

Adolphe Charles Emmanuel Le Flo , bet ganet e Lesneven ( Bro-Leon ) d'an 2 a viz Du 1805 hag aet da Anaon e Montroulez d'ar 16 a viz Du 1887 , a oa ur milour hag ur politikour breizhat.

D'ober plijadur d'e dad eo ez eas Le Flo da skol vilour Saint-Cyr d'ober e studi betek 1823 . Paket ar rez a isletanant gantan e voe kaset da Aljeria e 1825 . Eno ez eas da letanant d'ar 5 a viz Du 1830 ha da gabiten d'an 20 a viz Genver 1836 . Gant ar galons-man ouzh e zivrec'h e kemeras perzh e Seziz Konstantin e 1837 , un emgann ma voe gloazet e benn hag e zaouarn. Mont a reas da letanant-koronal (er zouaved) d'an 31 a viz Kerzu 1841 , da goronal d'an 29 a viz Here 1844 ha da jeneral tizhet e dri bloaz ha daou-ugent gantan.

Distrein da Vro-C'hall a reas Adolphe Le Flo goude ma voe peurachu darvoudou miz C'hwevrer 1848 hag anvet e voe da jeneral brigadenn d'an 12 a viz Mezheven . Kerkent hag an 23 a viz Eost e oa bet kaset da Sant-Petersbourg gant ar jeneral Eugene Cavaignac gant ar garg a vinistr leunc'halloudek e lez an tsar Nikolaz Ian .

D'ar 17 a viz Gwengolo e voe dilennet da gannad Penn-ar-Bed met ne voe evit sezan er Vodadenn vonreizhan vroadel nemet a-raok miz Meurzh 1849 (en tu dehou) pa voe echu e gefridi en Impalaeriezh Rusia . Addilennet e voe d'an 13 a viz Mae 1849 ha lakaet da gestour o tont da enebour touet Louis Napoleon Bonaparte , kentan prezidant ar Republik C'hall . E-pad nozvezh Taol-stad an daou a viz Kerzu 1851 e voe lakaet harz war Le Flo hag en toullbac'het e Vincennes da gentan, e krenvlec'h Ham ( Somme ) da c'houde a-raok bezan kaset e-maez Bro-C'hall (Dekred an 9 a viz Genver 1852 ). Bod a gavas e Belgia ha Bro-Saoz . Bet aotreet da zistrein kenkent ha 1857 e chomas e Montroulez, pell diouzh metou ar politikerezh keit ha ma padas an Eil Impalaeriezh c'hall .

Pa darzhas ar Brezel Dek e c'houlennas ma vije-en aotreet da zistrein d'an arme, en aner dre ma voe nac'het outan. Padal, war-lerc'h darvoudou ar 4 a viz Gwengolo 1870 e voe degemeret evel ministr ar Brezel gant Gouarnamant an Difenn broadel , ar rez a jeneral rannarme roet dezhan. Chomet e Pariz e reas war-dro arman an holl luiou hag ar Gward broadel.

Da-heul arsav-brezel an 28 a viz Genver 1871 e voe addilennet da gannad gant mirourien Penn-ar-Bed d'an 8 a viz C'hwevrer ha delc'her a reas e garg a vinistr er gouarnamant nevez-flamm savet gant Adolphe Thiers d'an 19 a viz C'hwevrer . En e gichen e chomas d'e skoazellan en e stourm ouzh Kumun Pariz . Nebeut amzer goude e tilezas e garg a vinistr ar Brezel hag en erlec'hiet gant ar jeneral Ernest Courtot de Cissey .

Ur wech ouzhpenn e oa bet anvet da gannad Bro-C'hall ha kaset da Sant-Petersbourg ma voe deuet-mat da Aleksandr Ian . Eno, d'ar 1an a viz Mezheven 1874 , e sinas ur c'henemglev kenwerzh ha merdein gant Rusia peurgetket.

D'ar 6 a viz Du 1877 e voe roet dezhan ar rez a ofiser meur en urzh broadel al Lejion a enor .

E 1879 ez eas war e leve da Vontroulez ma varvas e maner an Nec'hoad e 1887. Un delwenn, krouet gant Cyprien Godebski , a zo bet staliet e Lesneven war ar blasenn a zoug e anv.