Adama Barrow

Eus Wikipedia
Adama Barrow e 2016

Adama Barrow , ganet d'ar 16 a viz C'hwevrer 1965 e Mankamang Kunda , zo ur penn embregerezh ha den Stad eus Gambia , ezel eo d'an United Democratic Party . Bez e voe dilennet da prezidant Republik Gambia d'ar 1an a viz Kerzu 2016. Ar gadoridigezh a oa sanset bezan d'an 19 a viz Genver 2017, met diasur e oa bet dre ur stad a reuziad sevenet gant ar prezidant Yahya Jammeh hag ar c'hoant a oa gantan da ouzhpennan tri miz d'e garg er vodadeg vroadel. Repuet er Senegal , Adama Barrow a douas e le d'an 19 a viz Genver evel prezidant ar republik, e kannati Gambia, e-pad ma oa stadou all eus Afrika ar c'hornog o vountan war Yahya Jammeh da rein ar galloud dezhan.