Jili Montmorency-Laval
, anavezet evel
Jili Raez
ha lesanvet "Suner-gwad Breizh" a oa bet ganet e miz
Gwengolo
pe
Here
war-dro ar bloaz
1405
e kastell
Machikoul
pe hini
Champtoce-sur-Loire
. Marichal Bro-C'hall e voe, hag ambroug a reas
Janed Ark
e-kerzh hec'h emgannou.
Perzh a gemeras er
Brezel Kant Vloaz
kent kas ur gwall vuhez ken na voe tamallet dezhan oberou a
sorserezh
,
sodomiezh
, ha muntran tregont krouadur. D'ar
25 a viz Here
1440
e voe barnet d'ar marv : kerkent hag antronoz e voe krouget ha peuzdevet e
Naoned
. Douaret e voe e gorf en iliz kouent ar C'harmezed da-c'houde.
Savet ez eus bet ur
c'hoarigan
,
Gilles de Retz
e anv, gant an sonaozer breizhat
Paul Ladmirault
(
1877
-
1944
) hag a voe leurennet e ker
Naoned
d'an
18 a viz Mae
1893
.
- Georges Bataille
,
Proces de Gilles de Rais. Documents precedes d'une introduction de Georges Bataille
, Club francais du livre, 1959. Adembannet gant JJ Pauvert, 338 p., 1965 ha 1977
(
ISBN 978-2-7202-0177-6
)