Patrom:Infobox aktour
Jean Epstein
(
Varsovia
,
25 Meurzh
1897
-
Pariz
3 Ebrel
1953
) a oa ur filmaozer, ur saver esaeou hag ur romantour gall. Un teorisian war ar sinema e oa ivez.
Goude bezan bet skoliataet en eil derez e Bro-Suis hag aet war studi ar vezegiezh e Lyon e oa bet o labourat evel skoazeller arnodva e ti
Lumiere
. Mont a reas pitilh war al lennegezh hag ar sinema. Embann a reas e oberenn gentan e
1922
gant sikour
Blaise Cendrars
, ha sevenin a reas e film kentan e
1922
gant sikour Jean Benoit-Levy.
Luis Bunuel
ar filmaozer spagnol brudet a labouras gantan evel skoazeller-sevener evit
Mauprat
(1926) ha
La Chute de la maison Usher
(1928). Kavet e vez filmvarnouriezh Epstein e kazetenn modernourez
L'Esprit Nouveau
.
E filmou er bloavezhiou 1920 a zo levezonet gant an
eztaolouriezh
alaman. War-lerc'h e tizoloas Breizh hag aozan a reas filmou eno :
Finis Terrae
,
Mor vran
,
L'Or des mers
,
Le Tempestaire
. Anavezet eo
Chanson d'Armor
evel ar film kentan e brezhoneg en istor ar sinema. Istitlet eo e galleg.
Awenet e oa gant Breizh en e zaou romant :
L'Or des mers
(c'hoarvezh a ra an darvoudou en
Enez Eusa
) ha
Les Recteurs et la sirene
(en
Enizenac'h
e c'hoarvezh an darvoudou).
E filmou
La Glace a trois faces
(1927) ha
Le Tempestaire
(1947) a oa adnevezet ha lakaet e gwerzh e stumm un DVD en dastumad
Avant-Garde: Experimental Cinema of the 1920s and 1930s
.
- Bonjour, cinema
, La Sirene, 1921
- La Poesie aujourd'hui
, La Sirene, 1921
- La Lyrosophie
, La Sirene, 1922
- Le Cinematographe vu de l'Etna
, Les Ecrivains reunis, 1926
- L'Or des mers
, Valois, 1932
- Les Recteurs et la sirene
, Montaigne, 1934
- La Photogenie de l'imponderable
, Corymbe, 1935
- L'Intelligence d'une machine
, Melot, 1946
- Le Cinema du diable
, Melot, 1947
Embannet n'eus ket pell :
- Ecrits sur le cinema
, 2 vol., Seghers, 1974-1975
- L'Or des mers
, La Digitale, 1995
- Les Recteurs et la sirene
, La Digitale, 1998
Diwar e benn :
- Vincent Guiguegno,
Jean Epstein, cineaste des iles
, Place, 2003