Jakez
, lesanvet "ar Yaouankan" a oa kar da
Jezuz
(mab da Gleofas ha da Vari (unan eus ar "merc'hed santel")
[1]
. Ne oa ket unan eus an Daouzek Abostol, ne voe ket diskibl da Jezuz e-kerzh e vuhez zoken. Dont a reas goude da vezan penn ar "Yuzevien-kristen" ha kemer a reas ur perzh pouezus en tabut evit gouzout hag-en e oa ret amdroc'han ar baganed a zeue da vezan kristen (Ober.
15
, 13-21).
Gellout a ra "bezan anvet abostol en ur ster ledan evel Barnaba ha reou all"
[2]
.
Gwelet e voe gant an hengoun katolik evel aozer
Lizher Sant Jakez
, an hini kentan eus al Lizherou katolik. Bibliourien zo a laka an deorienn-se en arvar breman (gwelout
La Bible de Jerusalem
, Cerf, embannadur 1998, p. 2080).
Labezet e vefe bet e
62
GJK war urzh ar beleg meur Ananoz hervez an istorour
Flavius Josephus
.
Lakaet eo bet war roll ar sent gant an iliz katolik
- ↑
Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, p 124
- ↑
Digoradur d'al Lizherou katolik, Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 532