한국   대만   중국   일본 
Eleonora di Toledo - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Eleonora di Toledo

Eus Wikipedia
Eleonora di Toledo livet gant Bronzino

Eleonora di Toledo ( 1519 1562 ), e spagnoleg Leonor Alvarez de Toledo , anvet ivez a-wechou Eleonora da Toledo , merc'h da b- Pedro Alvarez de Toledo , markiz Villafranca ha besroue Naplez , a zimezas da g- Cosimo Ian de' Medici hag a voe dugez Firenze .

Euredin a reas Eleonora da g- Cosimo Ian de' Medici e 1539 , pa oa en he 17 vloaz. Edo Cosimo o klask ur bried d'e sikour da grenvaat e bouez politikel. He c'havout a reas gant merc'h nemeti besroue Naplez, eus un tiegezh pinvidik evel ar mor hag he zad unan eus an dud pouezusan a oa en Itala d'ar poent. Gant an dimezin-se e teue en tiegezh Medici ar gwad uhel a vanke c'hoazh evit bezan a live gant roueed Europa, hag ouzhpenn liammou gant kurunenn Spagn, a dennfe he soudarded eus e zouarou.

Ouzhpenn da se eo brudet Eleonora evel unan eus kaeran merc'hed hec'h amzer: meleganez he daoulagad glas, he dremm un hirgelc'h disi, dous hec'h enebans ha meurdez enni... Hoalusan gwreg an tiegezh abaoe Lucrezia Tornabuoni .

Gant he zad e voe kaset da Firenze da lidan an eured. Eno en em gavas gant danvez he fried, en e ugent vloaz, evit ar wech kentan e villa di Poggio a Caiano . Graet e voe an eured war an ton bras en iliz Santa Maria Novella , ha fest a voe war-lerc'h.

He bugale [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-raok-se e oa bet lignez Medici e danjer da vont da get. Pa oa bet roet ur pennher, hag un dornad hered all, d'he fried, ha merc'hed a roje tro da ober dimeziou talvoudus gant tiegezhiou bras eus Italia pe broiou all, e voe digoret ur marevezh a beoc'h hag a stabilded e dugelezh Toskana. Daou eus he mibien, Francesco ha Ferdinando, a renas evel Duked.

Unnek bugel o doe Cosimo hag Eleonora, ha pemp mab (Francesco, Giovanni, Garzia, Ferdinando, ha Pietro) ha ne varvjont ket en-bugale. Da neuze, abalamour d'an dorzhellegezh a veze o ren e Firenze, ez ae tud uhel ker d'ober chomadennou war an aod, met eno e oa un danjer all, hini ar malaria . Evel-se e varvas Maria, Giovanni ha Garzia. Tri a varvas en-bihanik. Francesco , Dug-meur Toskana , ha Lucrezia a varvas, e barr o brud, gant ar c'hontamm moarvat (a zo bet prouet evit Francesco e dibenn ar bloaz 2006 . Isabella a voe krouget gant he gwaz. Pietro, a lazhas e wreg, n'en doe ken bugale nemet besterd. N'eus nemet war anv Ferdinando , Dug-meur Toskana , ne deuas ket brud fall.

Skeudenn Anv Ganet Marvet Oad an den pa varvas Penaos e varvas
Maria
3 Ebrel 1540 19 Du 1557 17 Marvet gant ar malaria
Francesco I
25 Meurzh 1541 19 Here 1587 46 Euredin a reas da Janed Aostria ha war-lerc'h da Bianca Cappello .
Isabella
31 Eost 1542 15 Gouhere 1576 34 Krouget e voe gant he fried, Paolo Giordano Orsini
Giovanni
29 Gwengolo 1543 20 Du 1562 19 Kardinal, marvet gant ar malaria
Lucrezia
14 a viz C'hwevrer 1545 21 a viz Ebrel 1561 16 Dimezet da Alfonso II d'Este , dug Ferrara , kredin a c'haller e voe kontammet gant he fried
Pietro (Pedricco)
10 a viz Eost 1546 9 a viz Mezheven 1547 10 miz
Garzia
5 a viz Gouhere 1547 12 a viz Kerzu 1562 15 Marvet gant ar malaria
Antonio
1an a viz Gouhere 1548 1548 0
Ferdinando
30 a viz Gouhere 1549 17 a viz C'hwevrer 1609 60 Gia cardinale, dimezet da Cristina di Lorena
Anna
10 a viz Meurzh 1553 6 a viz Eost 1553 Tost da 5 miz
Pietro
3 a viz Mezheven 1554 25 a viz Ebrel 1604 50 Dimezin a reas da Dianora di Toledo hag he lazhan a reas en abeg d'hec'h avoultriezh  ; addimezin a reas e 1593 da Beatriz de Meneses

Poltred [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur poltred all zo anezhi diwar zorn Bronzino : Eleonora Toledo hag he mab? .


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .