Bohemia
(
?echy
e
tchekeg
,
Bohmen
en
alamaneg
) a zo ur vro istorel e Kreiz Europa. Hiziv an deiz ez eo brasan rannvro ar
Republik Tchek
. Dont a ra anv ar vro eus hini ar
vBoied
, ur bobl
geltiek
hag a oa o chom eno en
Henamzer
. Eus an
Xvet kantved
betek
1806
e oa Bohemia unan eus rouantelezhiou an
Impalaeriezh Santel Roman ha German
. Betek
1918
e chome dindan ren an
Habsbourged
.
Ar ster hiran a zo e Bohemia eo ar
Vltava
, un adster d'an
Elbe
(
Labe
).
Bohemia a zo 52 060 km² he gorread ha war-dro 6,25 milion a annezidi he foblans.
Betek
1946
e oa divyezhek Bohemia ha kalz stankoc'h he foblans, met er bloavezh-se e voe harluet
alamanegerien
Tchekoslovakia
(war-dro 2,7 milion a dud, tost da 2 vilion anezho eus Bohemia) da
Alamagn
hag
Aostria
.
Roll rieien Bohemia