Annie Coz
, Anni Kozh, ganet d'ar
6 Du
1945
e
Ploneour-Lanwern
, er
Vro-Vigoudenn
, zo ur skrivagnerez vrezhonek. kelennerez diouzh he micher.
E ti he zud ne vezet komzet nemet brezhoneg, met goude he studiou ez eas da gelennerez eil derez war an alamaneg e
Roazhon
. Pa 'z eas war he leve ec'h adtapas he yezh kentan dre kenteliou noz, kenteliou dre lizher ha gant studiou er skol-veur
[1]
.
Bet eo o chom koulz er
Gelveneg
hag e Roazhon.
Skrivan a ra lennegezh faltazi, danevellou hag ur romant evit an dud deuet ha romantou bihan evit ar
grennarded
. Savet he deus barzhonegou hag a zo bet embannet e-barzh Al Liamm.
- ↑
Displeget ganti e pennad Anais Berre,
Ecrire en breton, c'est aussi un combat
, Ouest-France, 3 Mezheven 2022.