Alexandre de Rhodes
(
Avinhon
,
15 Genver
1591
-
Isfahan
,
5 Du
1660
) a oa ur
Jezuist
gall hag a voe misioner en
Azia
.
Marc'hadourien
seiz
e oa e dud, ha
marraned
, da lavarout eo
Yuzevien
kristenaet
, hogen disfiz oute. Aet e oant eus
Calatayud
, en
Aragon
, da
Avignon
er
XV
vet
kantved
rak eno, e ker ar
bibien
, e veze degemeret mat ar Yuzevien a veze heskinet e
Spagn
gant an
Ofis Santel
.
Ur wech aet da Jezuist e fellas dezhan mont da visioner. E
1627
ez eas, e bourzh ul lestr
portugalat
, eus
Lisbon
betek
Goa
. Deskin
portugaleg
a reas ; goude tremen daou vloaz hanter e Goa hag e
Mumbai
e lestras da vont war-du
Japan
, en ur dremen dre
Valaka
ha
Makao
. Met peogwir e oa heskinet ar gristenien e Japan d'ar c'houlz-se ne voe ket kaset gant ar Jezuisted d'ar vro-hont, met kaset e voe da
H?i An
(e-kreiz
Viet Nam
breman), d'ur mision hag a oa bet krouet eno e
1615
.
A-benn 6 miz e ouie
vietnameg
a-walc'h evit gallout prezeg er yezh-se. En ur ober daou vloaz e voe gouest da vadezin 6 700 a Vietnamiz. Buan avat e voe gwelet fall gant pennou bras ar vro abalamour d'e brezeg a-enep al lieswregiezh hag argaset e voe eus ar vro e
1630
.
Mont a reas da Vakao, met distrein a reas da Viet Nam. E
1645
e voe tapet ha kondaonet d'ar marv. Skarzhet e voe eus ar vro hepken.
E-pad an holl amzer-se e laboure evit sevel un doare da skrivan vietnameg gant al
lizherenneg latin
. E
1651
e voe embannet, e
Roma
, ar
geriadur
vietnameg-portugaleg-
latin
(
Dictionarium Annamiticum Lusitanum et Latinum
) en doa savet, gant an doare-skrivan savet gantan, anvet
Ch? Qu?c ng?
. Gant ar benveg-se e voe skignet ar relijion gatolik er vro hag aesaet e voe an deskin lenn ha skrivan vietnameg. Breman ez eo an doare-skrivan ofisiel e Viet Nam.
Kinnig a reas Alexandre de Rhodes d'ar
Vatikan
stumman misionerien eus Viet Nam evit prezeg an
aviel
en o bro dezho. Er penn-kentan ne voe ket degemeret mat e ginnig, met etre
1662
ha
1664
(goude e varv eta) e voe savet Kevredigezh ar Misionou Estren e Pariz.
Mervel a reas Alexandre de Rhodes e 1660, e
Persia
.