Alexander Van der Bellen
(ganet d'an 18 a viz Genver 1944) zo un armerzhour hag ur
politiker
eus
Aostria
. D'an 23 a viz Mae 2016 eo bet dilennet da
brezidant
republik
Aostria
.
Ganet eo Alexander Van der Bellen e
Vienna
, d'un tad deuet eus
Rusia
ha d'ur vamm deuet eus
Estonia
. E hendadou eus tu e dad a oa aet eus an Izelvroiou da Rusia.
Er bloavezhiou 1960 en doa graet studiou
ekonomiezh
e skol-veur
Innsbruck
. Un doktorelezh a dapas e 1970. Kelenner e voe goude-se e skol-veur Innsbruck hag e Vienna goude.
Oberiant eo bet e-barzh ar gostezenn sokial-demokrat
Sozialdemokratische Partei Osterreichs
(SPO) da gentan hag e kostezenn
ar Re C'hlas
goude, eus 1992 da 2016. E Kuzul Broadel ar Re C'hlas eo bet etre 1994 ha 2012. Mouezh ar strollad e oa eus 1997 da 2008 ha neuze en doa roet e zilez.
War ar renk eo aet, e nevez-amzer 2016, evit dilennadeg prezidant ar republik, evel un den dizalc'h, met harpet gant kostezenn ar Re C'hlas. En dro gentan eo erruet da eil, goude paotr an tu dehou pellan
Norbert Hofer
, hag en eil tro eo bet trec'h war hennezh.
[1]
Mont a raio da brezidant da vat e miz Gouere 2016.