한국   대만   중국   일본 
Naoned - Wikipedia

Naoned

Ker-benn istorel Breizh

Naoned (distaget: [?n??wn?t] ), pe An Naoned , eo ker vrasan ha ker-benn istorel Breizh , e gevred ar vro e Breizh-Uhel , war ribl al Liger . Ur rol melestradurel hag armerzhel pennan he deus. Pennlec'h ha sez predelezh rannvro Broiou al Liger eo, pennlec'h ha sez prefedelezh departamant al Liger-Atlantel ha sez Akademiezh Naoned . Ur porzh kenwerzh a-bouezh war aber al Liger e-pad kantvedou, chomet eo Naoned ur pol armerzhel hag industriel pennan. 309 346 annezad he deus e 2017, 619 240 annezad e Naoned Meurger , 622 693 annezad en unvez kerel ha 934 165 annezad er tolead ker .

Naoned
Kastell an duged
Kastell an duged
Ardamezioù
Anv gallaouek Naunnt
Anv gallek (ofisiel) Nantes
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Pennlec'h 7 kanton
Kod kumun 44109
Kod post 44000, 44100, 44200 ha 44300
Maer
Amzer gefridi
Johanna Rolland (PS)
2014 - 2026
Etrekumuniezh Naoned Meurger
Bro velestradurel Tolpad-keriou Naoned
Lec'hienn web Ti-ker
Poblansouriezh
Poblans 320?732 ann. ( 2020 ) [1]
Stankter 4?920 ann./km²
Douaroniezh
Daveennou
lec'hian
47°?13′?05″?Norzh
1°?33′?10″?Kornog
/ 47.21806 , -1.55278
Uhelderiou kreiz-ker?: 8 m
bihanan 2 m ? brasan 52 m
Gorread 65,19 km²
Lec'hiañ ar gêr
Naoned

C'hoariet en deus Naoned ur rol hep e bar e Istor Breizh . Deuet da vezan ker-benn Breizh gant Alan Barvek er X vet kantved , sez gouarnamant Dugelezh Breizh e oa betek ma voe staget ar vro ouzh Bro-C'hall er XVI vet kantved . Kastell Duged Breizh , he Iliz-veur hag he Skol-veur savet e 1460 a ziskouezh c'hoazh hiziv galloud ha souvereniezh an Duged d'ar mare-se. Pa zeuas Roazhon da gaout ur rol melestradurel pouezus e framm Provins Breizh er c'hantvedou da heul, e tiorrenas Naoned war an dachenn armerzhel, dre he forzh (gant ar c'henwerzh tric'horniek dreist-holl), hag he greanterezh adalek an Dispac'h Greantel en XIX vet kantved , aroueziet gant an Tour Lu , aspadenn labouradeg kozh an embregerezh vrudet, deuet da vezan ul lec'h sevenadurel. Pinvidik eo buhez sevenadurel ar ger, henvel ouzh arvestou ar gompagnunezh hollvrudet Royal de Luxe .

Douaroniezh

kemman

War leziou aber al Liger eman Ker Naoned, 50 kilometr hepken eus ar Meurvor Atlantel . War lez hanternoz al Liger eman Erv Breizh (lost Kein Breizh ). Plaenoc’h eo an douar war ribl ar c'hreisteiz.

E-pad pell e voe graet "Venezia ar c’hornog" eus Naoned peogwir e oa treuzet gant adsteriou al Liger ha gant kanoliou ivez. Kalz inizi a oa etre daou ribl al Liger: Enez Beaulieu , Enez Santez-Anna , Enez Feydeau , Enez Gloriette ...

En XX vet kantved , goude 1930 , e oa bet peurgarget pe goloet meur a ganol hag adster eus al Liger (re ribl an hanternoz dreist-holl). Breman eo treuzet meurger Naoned gant al Liger, an Erzh , ar Sevr , ar C'hezin hag ar C'hent .

Kumuniou amezek

kemman
 
Banniel Ker-Naoned

Naunnt eo hec'h anv e gallaoueg , Nantes e galleg , Nantas en okitaneg .

  • Dauzat & Rostaing (1963-1978)?: Condevincum , II vet kantved ?; urbem Namneticam, Namnetas, VI vet kantved .
  • Jean-Yves Le Moing?: Condiouicnon, II vet kantved, Ptolemaios.
  • Erwan Vallerie?: Namnetas , 1453.
Gerdarzh

Diwar anv ar bobl Namnetes / Namneted , staliet war lez hanternoz ar ster Liger .

Ardameziou

kemman
 
En gul e lestr greet en aour, goueliet en erminou, mordoant war ur mor geotet?; e gab en erminou.
  • Sturienn?: Favet Neptunus eunti ("Ra zougo Neptunus dorn d'ar veajourien")

Amzer ar Gelted kozh

kemman

Goude ma vije bet ar Gelted e Naoned, poblad arvorigat (daveou mar plij) an Namneted en doa graet e annez tal al Liger. Met ne ouezer ket mat e pelec'h e oant staliet, nemet e oa ur gerig dezho e-barzh karter ar Bouffay , met e 56 a-raok J.-K e oant bet aloubet gant Jul Kezar , hag anvet e vije bet ar ger nevez Portus Namnetus . Aesoc'h e oa neuze da Jul Kezar tagan ar Veneted p'en deus lakaet listri-brezel da vezan savet di. Marteze eo bet Portus Namnetus porzh an Namneted a oa gevell da hini ar Biktoned a zo bet e anv Portus Ratiatus , deuet da vezan Reudied rak tal riblenn Su al Liger: kavet ez eus bet roudou savaduriou galian-ha-roman e kreiz ar ger-se.

En III e ha IV e kantved, evel meur a gerbenn galian-ha-roman, e chenchas Condevicnum hec'h anv ur wech ouzhpenn. Meur a chenchamant lec'hanvadur a oa bet e-kerzh ma oa an impalaeriezh roman o vont da get. Gwelet e vez neuze un distro eus kredennou koshoc'h, a oa dija galianeg. Tamm-ha-tamm e oa bet adkemeret un anv galianek evit ober sin d'ar c'hredennou.

Naoned a zeuas da vezan kristen e-kerzh an III e kantved. Hag an iliz-veur a zeuas da vezan "kador-berc'h" an eskopti. Siwazh da-se tagadennou a voe eus perzh ar Saksoned pe Frizoned , galvet e oant gant poblans dianav kenan ar Vagaudiz ha savet e voe neuze mogeriou-difenn evit diwall ar ger diwarno.

Naoned e Breizh

kemman

Maered Naoned (dre red an amzer)

kemman

Eus 1564 da 1791

kemman
 
Gratien Libault (1671)
 
Gerard Mellier (1720)
 
Jedouer Maerdi Naoned (1732)
1564   Geoffroi DROUET de Langle Ul lec'h e Koeron eo Langle.
1566   Yves ROCAZ de La Chalonniere Ul lec'h e Reudied eo La Chalonniere.
1568   Mathieu ANDRE de Champeaux.
1569   Pierre CORNULIER de la Touche. Ul lec'h e Nozieg eo La Touche.
1570   Jean MORIN de la Marchandrye
1571   Guillaume HAROUIS de la Seilleraye Nac'het en deus sentin ouzh an dug de Montpensier da-genver Lazhadeg Sant Berteleme , ha dre-se en deus gwarezet meur a galvinour e Naoned.
1572   Michel le LOU du Breil
1573   Jacques GRIGNON de la Grignonnaye
1575   Jean BOUTIN de la Cour
1576   Robert POULLAIN de Gesvres
1577   Michel LORIOT du Fief (-Rosti)
1578   Francois MIRON de Villeneuve

Jeneral war ar C'hontou Breizh e 1575 ez eo bet ivez.

1580   Antoine BRENEZAY de Carcouet Alvokad jeneral ouzh Breujou ar re Kevredet Naoned e 1593 ez eo bet ivez.
1581   Bonaventure COMPLUDO de Liverniere
1583   Claude BROSSARD de la Trocardiere Barner war an dorfedou ez eo bet ivez.
1584   Antoine GRAVOIL de Saint-Michel
1585   Jacques MARQUES de la Branchouere Chuin Naoned e oa bet e 1578.
1586   Jean FRUNEAU de la Noe
1588   Charles HAROUIS de l’Epinay Mab Guillaume HAROUIS, a-us?; toullbac'het e voe gant dug Mercoeur abalamour ma oa diouzh tu ar Roue.
1590   Pierre ANDRE du Tertre
1592   Jean l'AUBIER de la Chaussee Mestr meur douriou ha koadeier Breizh.
1595   Guillaume du BOT de Launay Ul lec'h e Gwerzhav eo Le Launay.
1596   Jean FOURCHE de la Courosserie Selaouer ouzh ar C'hontou e 1572, mestr ar C'hontou e 1590 , ha mestr ar c'hanolieriezh ez eo bet ivez.
1598   Charles HAROUIS de l’Epinay Marteze ar memes hini hag e 1588.
1599   Gabriel HUS de la Bouchetiere Tenzorerr ouzh Breujou Breizh e 1590.
1601   Julien LAURENS de Leraudiere
1603   Yves le LOU(P) du Breil Bet mestr ouzh ar C'hontou e 1586.
1605   Claude CORNULIER de la Touche
1607   Michel LORIOT de la Noue
1609   Rene CHARETTE de la Bretonniere
1611   Jean BLANCHARD de Lessongere
1613   Louis CHARETTE de la Coliniere
1615   Pierre BERNARD de la Turmeliere Ivez kadoriad ouzh ar C'hontou
1617   Andre MORIN du Bois (d'Estrean)
1619   Alexandre CHARETTE du Pellan
1621   Jacques RAOUL de la Guibourgere Bet dimezet da Yvonne Charette. Deuet da vezan intanv ec'h eas gant ar relijion hag e teuas war-lerc'h e eontr Michel evel eskob Saintes e 1631, ha treuzkaset da La Rochelle e 1646, e-lec'h ma varvas e 1661.
1623   Louis HAROUIS de la Seilleraye Er bloaz 1626 e voe kadoriad kentan ouzh ar C'hontou .
1625   Jean HAROUIS de l’Epinay
1627   Rene MENARDEAU du Perray
1629   Rene de la TULLAYE de Belle-lsle E Sant-Donasian eman La Tullaye.
1631   Guillaume BLANCHARD de la Chapelle Sekretour ar Roue e 1613 ez eo bet ivez.
1633   Rene BERNARD de la Turmeliere
1634   Andre du BOT de la Grandehaye
1636   Rene CHARETTE de la Bretonniere
1637   Francois BOURGOGNE de Vieillecour
1639   Pierre POULLAIN de la Vincendiere
1642   Christophe JUCHAULT du Blotereau
1643   Francois LORIDO du Mesnil Ul lec'h e Legneg eo Le Mesnil?; chuin Naoned e 1666 e voe Francois Lorido c'hoazh.
1644 Yves de MORIN de la Chalonniere
1647   Jacques BOURGUES de la Jaunays Eilmaer e 1621 ez eo bet ivez.
1648   Mathurin BOUX du Tei
1650   Jean CHARETTE de la Gascherie Ul lec'h e Chapel-Erzh eo La Gascherie.
1652   Claude BIDE de Ranzay Un anv e Sant-Donasian eo Ranzay.
1654   Jean FOURNIER de la Pinsonniere Ul lec'h e Mezansker eo La Pinsonniere.
1657   Rene de PONTUAL de Tremereuc Ur barrez en eskopti Sant-Malou e oa Tremereg .
1659   Jacques HUTEAU des Burons
1661   Jean POULLAIN de la Vincendiere
1662   Louis MACE de la Roche Ul lec'h e Koufeg eo La Roche.
1664   Mathurin GIRAUD de la Bigeotiere Ul lec'h en Orvez eo La Bigeotiere.
1666   Francois LORIDO du Mesnil Chuin Naoned e 1643 e oa bet Francois Lorido c'hoazh.
1668   Jacques CHARETTE de Montbert Ur barrez e oa Monteverzh .
1671   Gratien LIBAULT de la Templerie Ul lec'h e Pont-Marzin e oa La Templerie?; ur Gratien, marteze ar memes hini, a oa bet chuin Naoned e 1655.
1673   Jean REGNIER de la Souchais Meneget eo an anv "La Souchais" e Donez , Felgerieg-Veur , Sant-Filberzh-Deaz , Sant-Mikael-Keveger . Al lec'h resis n'eo ket bet roet gant PPC.
1675   Louis CHARETTE de la Gascherie
1676   Charles-Cesar CHEVALIER du Bois-Chevalier Ul lec'h e Levieg eo Bois-Chevalier.
1679   Jacques FREMONT du Bouffay Ul lec'h e Chapel-Erzh eo Bouffay.
1682   Louis MESNARD du Pavillon Ul lec'h e Maezon-a-Ster eo Le Pavillon.
1683   Claude BIDE de la Bothiniere Ul lec'h e Gwaled eo La Bothiniere.
1685   Guillaume de l'ISLE de la Nicolliere Ul lec'h e Gwerzhav eo La Nicolliere.
1688   Paul CASSARD du Brossay Ul lec'h e Fegerieg eo Le Brossay.
1690   Pierre NOBLET du Villo
1692   ??? BOULONNOIS de Saint-Simon

Eil-maer

En argant e dreustell en gul, heuliet ouzh kab gant ur voul leinet gant teir c'hraonenn hag ouzh beg gant ul leon, an holl en sabel.
1693   Julien PROUST du Port-la-Vigne Ul lec'h e Kervegon eo Port-la-Vigne / Portlavigne.
1708   Joseph le ROULX de la Ville Ul lec'h e Kelenneg-ar-Mewan eo La Ville.
1716   Andre BOUSSINEAU de la Patissiere Ul lec'h e Sant-Ervlan eo La Patissiere.
1720   Gerard MELLIER Genidik eus Lyon, Gerard Mellier a oa bet jeneral ar C'hontou e 1702, ha marc'heg Sant-Lazar. Dimezet e oa gant Renee Tarail.
1730   Rene le RAY du Fumet Bez' ez eus ul lec'h anvet "Le Fumet" e Villeneuve-en-Retz, hervez GoogleEarth.
1732   Jean-Francois VEDIER de la Ville-Olivier Bez' ez eus tri lec'h e Breizh a zo anvet la Ville-Olivier ː Magoeriou-ar-C'houenon , Gwezhennou , Krugell .
1735   Rene DARQUISTADE?de la Maillardiere Ul lec'h e Gwerzhav eo La Maillardiere?; Rene Darquistade / d'Arquistade a oa bet ivez chuin Naoned e 1718, ha goude-se sekretour ar Roue?; noblet eo bet dre lizherou 1743.
1736   Claude PETIT de la Bauche. Ul lec'h e Kervegon eo La Bauche.
1738   Francois MORICAUD de la Haye E kenverou Gwerzhav e oa La Haye war a seblant.
1740   Rene DARQUISTADE de la Maillardiere Evit an eil gwech. Gwelout a-us, 1735.
1747   Francois Pierre du ROCHER Ar familh-se a oa aotrounez Vauguerin e Sant-Albin-ar-C'hestell ha Rouvre e Ruzieg .
1748   Mathurin BELLABRE du Tellement Chuin Naoned e voe e 1714, sekretour ar Roue e 1730, kent mont da vaer Naoned.
1751   ? SARREBOURSE Eil maer Naoned. Marteze Philippe-Sebastien Sarrebourse d'Audeville, jeneral war an Arc'hant e 1785
1754   Jean-Baptiste GELLEE de Premion Ul lec'h e Kordevez eo Les Premions.
1762   Leonard JOUBERT du Collet Ul lec'h e Bourg-des-Moutiers eo Le Collet?; ar familh-se a oa genidik eus Nervouster , met staliet e oa ivez e Breizh, e Porzh-Per .
1766   Francois LIBAULT Sekretour ar Roue e 1753 ez eo bet ivez.
1770   Philippe-Vincent ROGER de la Mouchetiere Ul lec'h e Sant-Koulman eo La Mouchetiere?; Philippe-Vincent Roger de la Mouchetiere a oa bet letanant-jeneral amiraliezh e 1762 ha koronal milis ar vourc'hizien kent mont da vaer Naoned.
1772   Pierre de la VILLE de Chambardet
1776   Jean-Baptiste GELLEE de Premion Gwelout a-us, 1754
1782   Jean-Jacques BERROUETTE
1786   Georges GUERIN de Beaumont
1787   Pierre RICHARD de la Pervenchere Ul lec'h e Kazon eo La Pervenchere?; Pierre Richard de la Pervenchere zo bet ivez sekretour ar Roue, ha tad ur c'huzulier ar Stad
1789   Christophe-Clair DANIEL de Kervegan Ul lec'h e Botoha eo Kervegan?; Christophe-Clair Daniel de Kervegan (†1817) a oa bet ivez pennbarner-konsul Naoned e 1774, kent mont da vaer Naoned.
1791   Pierre-Guillaume-Herve GIRAUD du Plessis Kannad senesaliezh Naoned ouzh ar Stadou e 1789 ez eo bet ivez, kent mont da vaer Naoned.

Chuined Naoned (dre red an amzer)

kemman
1564   Etienne Le Boucher En argant e deir balmezenn c'heotet; an div ouzh kab kein ouzh kein
1575   ? Simon En sabel e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1587   ? Luzeau En glazur e vlourdilizenn en argant, heuliet ouzh kab gant div vrizhenn erminig ivez en argant
1600   ? Simon En sabel e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1612   ? Bourgogne de Vieillecour Troc'het etre aour hag arc'hant; e ezev en glazur heuliet gant peder rozenn ivez en glazur, 2, 2.
1612   Michel Ragaud En glazur e greskenn en aour
1617 ??? Antoine Guibourg Hag a zo bet ivez pennc'hrefier ouzh ar C'hontou e 1597.
1647   ? Leonard de la Rablaye En glazur e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1652   Jean Le Haste En argant e deir moualc'henn en gul
1655   Gratien Libault En argant e c'hwec'h flourdilizenn en gul, 3, 2, 1; a gab ivez en gul karget gant tri houarn goaf en argant, begou ouzh kab
1664   ? Olivier En argant e wezenn-olivez c'heotet, war ur savenn ivez en geot
1666   ? Valleton En aour e c'halon en gul, heuliet ouzh kab gant ur rozenn ivez en gul, hag ouzh beg gant ur c'hreskenn en glazur
1675   ? Merlet En aour e leonerez en glazur
1676   ? Perrault En gul e dreustell en aour karget gant un erez dispak en sabel, hag heuliet gant teir lankell en aour
1680   ? Danguy En argant e wezenn-bin diwriziet c'heotet, hebiaet gant div vrizhenn erminig en sabel
1682   ? Liger, pe Leger En gul e sourin gonchek en aour, heuliet gant teir groazigan en arc'hant
1686   ? Fresneau En argant e onnenn diwriziek c'heotet, hebiaet gant div steredenn en glazur
1692   ? Bazillays En sabel e bas mulez en argant
1692   ? Bruneau En glazur e zri erezan treustellet en aour, leinet gant ur steredenn ivez en aour
1761   ? Le Beau En glazur e heol en aour

(war ar stern)

Tud brudet

kemman

Tud bet ganet eno

kemman

Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentan

kemman

Pevar milour bet ganet e Naoned a voe fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentan?:

  • Jules Allard, soudard en 62vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'an 13 a viz C'hwevrer 1917 e Verdun , da 24 bloaz, tamallet dezhan bezan "dizertet en diabarzh" [2] ?;
  • Louis Julien Le Madec (10 a viz Meurzh 1886), soudard er 65vet rujumant war-droad, fuzuilhet pe lazhet gant un ofiser d'ar 16 a viz Here 1914 en Englebelmer (meneget eo war ar mortuaj: ≪indigne≫ (dizellezeg) [3] );
  • Louis Longuetaud (12 a viz Gwengolo 1889 -14 a viz Meurzh 1915 e Bourg-et-Comin ), soudard en 249vet rujumant war-droad, fuzuilhet evit ≪feulster ha gourdrouz ouzh unan a-us≫ [4] ;
  • Jean Michel Suraud, soudard, fuzuilhet d'ar 7 a viz Gwengolo 1916, da 34 bloaz.

Arzourien bet awenet gant Naoned

kemman

Livourien: Louis Garneray , Charles Leduc , Robert Micheau-Vernez , Nicolas Ozanne , William Parrott , Jean-Francois Sablet , Joseph Mallord William Turner

Tud bet marvet eno

kemman

Ardamezeg ar familhou

kemman
 
Jean l'Aubier , pe Laubier , maer Naoned e 1591
En argant e deir grilh en sabel o dornellou bouklet ivez en sabel.
 
? d'Avaugour , aotrounez Port-Durand e Sant-Donasian
En argant e gab en gul.
 
? d'Avignon , Davaignon
En gul e lammell heuliet ouzh kab gant ur bezantenn, ouzh leziou hag ouzh beg gant teir c'hregilhenn, an holl en argant.
Francois , sekretour an dug e 1475?; Pierre , tailhanter Naoned e 1533?; Artur, galvet ouzh an eil-bann Naoned e 1543
 
? Bachelier du Pinier , chuin Naoned e 1654
En argant e binenn en geot war ur savenn ivez en geot.
 
Josselin Barbechat , arc'hdiagon Naoned e 1239
Ul leonparzh heuliet gant c'hwec'h groazigan , 3, 3.
 
Laurent Barbot , alvokad ar Roue ouzh prezidial Naoned e 1669
En glazur e groaz en argant heuliet gant pevar leonig en aour, unan ouzh pep konk.
 
? Barillier , chuin Naoned e 1598
En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div galon ivez en aour hag ouzh beg gant ur greskenn en argant.
 
? Barillon de Bonnefons, aotrounez Plessis-Tizon, e Sant-Donasian
En gul e deir barrikenn en aour kelc'hiet en sabel.
 
? Baron ; genidik eus Naoned?; un alvokad ouzh Breujou Breizh , bet ganet e 1738, ha noblet e 1815
En glazur e zri levr digor en aour.
 
Jacques Barrieu , kuzulier ouzh amiraliezh Noaned e 1696
En argant e gebrenn en gul heuliet ouzh kab gant div steredenn ivez en gul hag ouzh beg gant un erez en sabel.
 
? Bascher , koronal, provost lez Naoned, bet noblet e 1818.
En argant e groaz vleunvellek geotet karget gant ur c'hleze en aour peuliek, teir fempdelienn en glazur ouzh konkou 1 & 4, un dervenn c'heotet diframmet ouzh konkou 2 ha 3.
 
Louis Baudouin , chuin Naoned e (?)
En gul e groaz pavek en aour
 
Claude Bazin de Bezons , priol Pirmil e 1683
En glazur e deir gurunenn dug en aour
 
  • Guillaume de Beaune , jeneral war an Argant, ha goude se mestr ouzh ar C'hontou, e 1492;
  • Jacques de Beaune , jeneral war an Argant, laket d'ar marv e 1527;
  • Guillaume de Beaune , jeneral war an Argant, forbannet e 1527
  • Martin de Beaune , mestr ouzh ar C'hontou e 1555, hag abbad Saint-Jean-des-Pres e 1565.
En gul e gebrenn en argant, heuliet gant tri bezantenn en aour
 
Pierre Bellot, chuin Naoned e 1698
En argant e baun rodellant en geot heuliet gant ur vrizhenn erminig en sabel ouzh pep konk .
 
Pierre Billy , chuin Naoned e 1570
En aour e groaz divouedet en glazur
 
Etienne Boisleve , chuin Naoned e 1577
En argant e deir rozenn en gul; e gab en glazur karget gant tri lammell en aour
 
Andre Boussineau , chuin Naoned e 1628
En glazur e deir bellen en aour kelc'hiek en sabel
 
Olivier du Breil , chuin Naoned e 1624
En glazur e leon en argant, krabanet, teodet, ha kurunet en gul; heuliet gant teir c'hregilhenn en argant
 
Guillaume Bretagne , chuin Naoned e 1568; en eus skoazellet maer Naoned a-enep ar Saint-Barthelemy hag en eus diwallet ar Galvinisted Naoned e 1572.
Christophe Bretagne , selaouer ouzh Kambr ar C'hontou Breuzh e 1641
En argant e deir c'hreskenn en glazur war o eneb, ur vrizhenn erminig en sabel ouzh kondon
 
Burot ː daou chuin Naoned, e 1659 ha 1703
En argant e zri fenn bleiz en sabel
 
Claude Caillaud ː chuin Naoned e 1630
En glazur e gebrenn dentek, heuliet ouzh kab gant teir steredenn hag ouzh beg gant ur greskenn, an holl en argant; ur koail en aour etre brec'hennou ar greskenn
 
Rene Cailleau , chuin Naoned e 1636
En glazur e dreustell en argant, heuliet ouzh kab gant ur manal en aour, hag ouzh beg gant div steredenn ivez en aour
 
Pierre du Cassia ː chuin Naoned e 1673
Tredeet ha peuliek?: ouzh 1 ha 2, peuliek etre glazur hag argant a beder pezh, karget ouzh kab gant div steredenn hag ouzh dreustell gant div c'hregilhenn, an eil en egile; ouzh 3 en aour e sourin en glazur heuliet gant div rozenn en gul skoret ha deliaouet en geot
 
Michel Couperie , chuin Naoned e 1616
En glazur e dreustell en argant karget gant teir rozenn en gwad, hag heuliet ouzh kab gant div steredenn en aour hag ouzh beg gant ur greskenn en argant
 
Christophe-Clair Daniel ː pennbarner-konsul Naoned e 1774?; maer Naoned e 1789?; aet da Anaon e 1817.
En gul e lammell en aour, heuliet ouzh kab hag ouzh beg gant ur bezantenn iverz en aour.
 
Guillaume Drouet de Langle , kentan maer Naoned, eus 1564 da 1566
En gul e deir c'halon en aour, ur rozenn ivez en aour ouzh kondon
 
de la Fay de la Grignonnaye ,
  • ur chuin (???) Naoned e 1661
  • Jean, rener kevrenn medisinerezh skol-veur Naoned e 1696
En argant e dreustell en gul karget gant teir daerenn en argant, hag heuliet ouzh kab gant ur skeudenn-heol hag ouzh beg gant un tan, an holl en gul .
 
??? Forget, daou chuin Naoned, unan e 1688, egile e 1716
En aour e annev en sabel, leinet gant tri helm ivez en sabel
 
Aubin de la Gendroniere , chuin Naoned e 1690
En glazur e c'hrennbalefarzh en aour
???
Guillaume Gougeon , chuin Naoned ha selaouer ouzh Kambr ar C'hontou Breizh e 1569
 
Mathurin Guiho , prokulor jeneral sindik kumuniezh Naoned e 1607
En gul e gab en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel
 
??? Guillore , chuin Naoned e 1672
En aour e erez en sabel
 
Jean Guiton , chuin Naoned e 1631
En aour e e ziv vezenn-pin c'heotet karget gant avalou en aour
 
Christophe Jouault , tailhanter war an temzou-boued ouzh amiraliezh Naoned e 1696
En argant e wezenn-derv c'heotet heuliet gant tri joskenn moc'h-gouez en sabel; e gab en gwad skoret en aour, karget gant teir steredenn ivez en aour.
 
Francois de Kermenguy , alouer Naoned e 1538 (bet ivez kuzulier ouzh Grands-Jours ha prezidant ouzh ar C'hontou )
En aour e gelenenn c'heotet diwriziet ha dizeliennet.
 
Guillaume de l'Isle , maer Naoned e 1685.
En gul e zek kanochenn en aour, 4, 3, 2, 1 .
 
? Mabille ː eil-maer Naoned e 1687.
En glazur e zri skoed en argant, pep hini karget gant teir brizhenn en sabel.
 
Charles Maillard ː chuin Naoned e 1614
 
Francois Le Marie , chuin Naoned e 1601, eil-maer e 1603
En glazur, e levranez savant en argant, gwakoliet en aour, hag heuliet gant teir bezantenn ivez en aour.
 
Jean Martin de la Thomassiere , chuin Naoned e 1565
En aour e deir talbennan en gul treustellet, heuliet ouzh kab gant ur rodig-kentr ivez en gul
 
? Le Mercier, chuin Naoned e 1575
En glazur e gebrenn en argant, heuliet ouzh kab gant div steredenn hag ouzh beg gant ur c'halon, an holl en aour
 
? Michel , kenwerzher Naoned, bet noblet e 1747.
En glazur e dreustell en aour karget gant ur galon en gul, ha heuliet gant teir melchonenn en aour .
 
Bernard de Monti , mestr ouzh Kambr ar C'hontou Breizh e 1572, ha chuin Naoned e 1573.
En glazur e sourin en aour, heuliet gant daou venez a c'hwec'h tamm ivez en aour .
 
Nicolas Paulus , senesal rigeriou Naoned e 1696
En sabel e gebrenn en argant, heuliet gant teir manal en aour
 
Jean Sorin , kuzulier mirour-siell ouzh prezidial Naoned e 1669
En argant, e beder vrizhenn erminig en sabel, 3, 1 (Ardamezeg 1696)
 
de Volvire
Aotrounez Ponts-de-Pirmil
Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul

Brezhoneg

kemman
 
Panell mont-tre nevez-staliet e Naoned - Ober 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg votet gant kuzul-ker Naoned.

Klasou divyezhek a zo eno abaoe 1981 .

E 1985 e voe krouet ar gevredigezh Kenteliou an Noz e Naoned, evit ober war-dro ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet, gant Gweltaz Adeux , Roland Mogn ha Gwenola Rossinyol . En deiz a hiziv eo oberiant ar gevredigezh-se e seizh karter ag ar ger, gant kenteliou hag obererezhiou liesseurt.

Ur skol Diwan a zo e Naoned, unan eus ar re vrasan e Breizh, 180 bugel a zo er skol (niver distro-skol 2012-2013). Un eil skol Diwan a zo bet krouet e su Naoned. Digoret eo bet en distro-skol 2012 gant 6 bugel.

E distro-skol Gwengolo 2023 e oa 471 skoliad enskrivet er skoliou Diwan hag er c'hlasou divyezhek (1,6?% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentan derez) [5]

Ur skolaj Diwan a zo bet krouet e 2008 e Sant-Ervlan, sko ouzh Naoned, evit bugale al Liger-Atlantel met ivez evit re all ho tont eus skol Diwan Pariz. 48 skolajiad a zo enskrivet e 2012-2013.

Ur sturlevr divyezhek diwar-benn Naoned a zo bet embannet e 2006 gant Yoran Embanner . Ar rakskrid a zo bet graet gant an istorour Armel de Wismes . An oberer - an Naonedad Pierre-Emmanuel Marais - en deus skrivet "Ronan ar c'horrigan" e 2007 ( Keit Vimp Bev ). Resevet en deus al levrig-man an eil priz evit ar genstrivadeg "Priz ar Vugale 2008".

Evit difenn ar brezhoneg ez eus bet graet ur fest-deiz gant Ai'ta! , tre e-kreiz Kastell an Duged, e Naoned.

D'an 21 Kerzu 2007 e oa bet staliet panellou mont-tre divyezhek e Naoned.

D'ar 24 Kerzu 2007 e oa distro ar brezhoneg ouzh ar skramm e Naoned, 4 bloavezh goude bezan lamet an abadennou brezhoneg gant renerien Frans 3 . War ar chadenn lec'hel Telenantes e oa skignet ar sitkom kentan bet graet e brezhoneg.

D’ar 27 a viz Genver 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-ker ar gumun.

D'an 10 Meurzh 2021 e oa bet roet ar c'hentan levrig familh brezhonek gant ti-ker Naoned.

Poblans

kemman

Emdroadur ar boblans

kemman

[6]

Ekonomiezh

kemman

Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Naoned / Sant-Nazer zo e Naoned. Eno eman ivez KKR Broiou al Liger .

 
Tour Breizh.

Porzh Emren

kemman

N'eo ket bev porzh Naoned ken. E 2005 e oa tremenet 35,5 milion a donennou e Porzh Emren Naoned / Sant-Nazer met nemet 10% anezho a oa bet e Naoned da lavaret pe e Chevire (produiou koad) pe Ar Roc'h-Morvan (ed). Er porzh emren e tremen ivez lodennou eus an A380 a ya da Vourdel .

 
Naoned ha tour Breizh.

Cassegrain

kemman

Ar stal boued-mir bet savet gant Charles Cassegrain a oa bet krouet e 1856 e Naoned. Unan eus politkourien veur Naoned eo bet Leopold Cassegrain .

Treniou

kemman

Eman Naoned war al linenn hent-houarn a ya eus Paris d' ar Groazig . Ac'haleno e c'haller mont ivez da?:

N'eus linenn ebet etre Naoned ha Roazhon .

Tramgirri

kemman

Ur rouedad tramgirri a oa bet e Naoned etre 1876 ha 1958 . Roet e oa lans dezhan e 1876 gant Louis Mekarski , ar mekanikou a yae en-dro gant aer moustret. E 1914 e teue da vezan melen ar girri, ha gant tredan e yeont en-dro. Dilezet e oa an tramgarr e 1958 betek miz Genver 1985 pa oa savet ul linenn etre Bellevue ha La Haluchere. D'an 2 a viz Gwengolo 2000 e oa astennet al linenn 1 ha digoret al linenn 3 etre Plaissance ha Hotel Dieu.

Ne oa ket dibabet ar metro gant ti-ker Naoned, pa oa bet gant Roazhon , ker vihanoc'h anezhi.

Monumantou ha traou heverk

kemman

Roet eo bet al label Keriou ha Broiou Arz hag Istor dezhi.

Iliz-Veur Sant Per ha Sant Paol

kemman
Diavez
Diabarzh

Penniliz Sant Nikolaz

kemman
Diavez
Diabarzh

Iliz ar Groaz Santel

kemman

Iliz Sant Kler

kemman

Kastell an Duged

kemman
Diavez
Diabarzh

Mirdiou

kemman

Evel pep meurger he deus Naoned kalz mirdiou dishenvel, testou e c'hlad hag e istor pinvidik?:

Liorzhou ha parkou

kemman

100 liorzh a zo e Naoned, en o zouez 11 park, evel Park Proce , Park ar Blottereau , Park ar Gaudiniere , al Liorzh botanek ...

Beziou ar C'hommonwealth e beredou ar gumun

kemman
Beziou ar C'hommonwealth e bered La Bouteillerie
Bro Niver a dud
  Kanada 1 ( Tirlu )
  Rouantelezh-Unanet 27 ( Merdeadurezh kenwerzh : 3, Morlu :1, Tirlu :23)
Hollad 28

Marvet int e-kerzh ar Brezel-bed kentan [7] .

Beziou ar C'hommonwealth e bered Pont-du-Cens
Bro Niver a soudarded
  Aostralia 4
  Kanada 6
  Rouantelezh-Unanet 92 Aerlu :77
Tirlu : 15
  Zeland-Nevez 4
Hollad 106

Marvet int e-kerzh an Eil Brezel-bed [8] .

Marc'hhouarnerezh

kemman

Tro Bro-C'hall

kemman

Mell-droad

kemman

Basketball

kemman

En eil rummad e c'hoari Hermine de Nantes .

Handball

kemman

E-touez gwellan skipailhou Bro-C'hall eman HBC Nantes .

En trede rummad e c'hoari ar Stade Nantais .

Melestradurezh

kemman

Liammou etrebroadel

kemman

Gevellin

kemman
Keriou gevellet
Emgleviou

Konsuldiou

kemman

Teir c'honsuliezh hollek a zo e Naoned?: Tunizia staliet straed Boileau, Turkia kae Francois Mitterrand, hag Aljeria straed ar jeneral Buat.

Gwelet ivez

kemman

Liammou diavaez

kemman

 
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Sellit ouzh ar ger Naoned er
wikeriadur , ar geriadur frank.

Levrlennadur

kemman
  • Adolphe Joanne ː Geographie du departement de Loire-Inferieure . Librairie Hachette et Cie. 1884
  • Pol Potier de Courcy?: Nobiliaire et armorial de Bretagne . Adembannadur Editions des Regionalismes. Cresse. 2011/2014
  • Erwan Vallerie?: Diazezou studi istorel an anviou-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennou ha daveou

kemman