한국   대만   중국   일본 
Manifestadeg Unite the Right 2017 - Wikipedia

Manifestadeg Unite the Right 2017

Ar Vanifestadeg Unite the Right 2017 (lesanvet the Charlottesville rally ) a oa bet ur vanifestadeg gant an Alt-right e Charlottesville (Virginia) , e Stadou-Unanet Amerika etre an 11 hag an 12 a viz Eost 2017 . Ar pal a oa enebin ouzh ar fed ma vefe lamet delwenn Robert Edward Lee eus ar ger.

E-touez ar vanifesterien e oa dreistbeliourien wenn, broadelourien wenn, nevez-kengevredidi, nevez-Nazied, ha bezenou armet.

Ar vanifestadeg a oa troet feuls pa voe kejet etre ar vanifesterien hag an enep-manifesterien. D'an 12 a viz Eost, o welet ar feulster o kreskin, gouarnour Virginia Terry McAuliffe a lakas e plas ar Stad a reuziad o lakaat war-raok e oa re a zanjer evit ar bobl hag e c'hellfe mont war washaat. Dindan un eurvezh, ar Virginia State Police a zisklerie e oa difennet ar vanifestadeg dre ar feulster a oa enep lezenn a-berzh ar vanifesterien. Div eurvezh war-lerc'h, un den a vlenie un oto hag a flastre marvus ur vaouez (Heather Heyer) hag a gloaze 19 a dud all, an holl anezho enep-manifesterien.

Jeff Sessions penn ar justis stadunanat a embanne goude an darvoud e oa sponterezh hag a roe urzh da gregin gant un enklask diazezet war ar garg a "torfed kasoni". A-raok an dagadenn sponterezh ouzhpenn a dud gloazet a a oa bet, un 19 bennak e-pad an emgannou straed. Daou archer a zo marvet goude an darvoud feuls pa voe kouezhet ur vinsaskell eus ar polis.

An oto implijet evit ar gwalldaol.

Rebechou a oa bet savet a-enep ar prezidant Donald Trump dre ma ne veze ket bet skoet krenv a-walc'h gantan en e c'hentan kemennadenn war ar vroadelourien wenn diskleriet en devoa nemetken e oa an darvoud awenet gant "hatred, bigotry and violence on many sides". En desped d'an tagadennou mamm ar vaouez yaouank muntret (Susan Bro) he devoa skrivet dezhan war Twitter :

“Thank you, President Trump, for those words of comfort and for denouncing those who promote violence and hatred [...]” [1] .

An darvoud-se en deus bet lakaet war-raok an torr gouennel a vez er Stadou-Unanet ha ne ya ket war zigresk.

Notennou ha daveennou

kemman