한국   대만   중국   일본 
Malaysia - Wikipedia

Malaysia zo ur vonarkiezh vonreizhel kevreadel e Gevred Azia . Trizek stad ha tri ziriad kevreadel a ya d'hec'h ober. Div rannvro vras zo, dispartiet gant Mor Sina ar Su ?: Ledenez Malaysia ( anvet Malezia ivez), stag ouzh ar c'hevandir ha Malaysia Borneo en enez Vorneo )?; "Malaysia ar C'hornaoueg" ha "Malaysia ar Reter" a vez graet anezho ivez.

Malaysia  ??????

Sturienn vroadel
Bersekutu bertambah mutu
"An unvaniezh eo an nerzh"
Kan broadel
Negaraku ("Ma bro")

3°08'00" N ? 101°41'00" R
Dizalc'hiezh
? Diouzh ar RU
(Malaya hepken)
? Kevredad

31 Eost 1957

16 Gwengolo 1963
Ker-benn Kuala Lumpur

Yezh ofisiel
? Skritur ofisiel
? Yezh anavet
Bahasa Melayu
Latin
Saozneg
Gouarnamant
Monarkiezh vonreizhel gevreadel
Roue Ibrahim Ismail
Pennmaodiern Anwar Ibrahim
Douaroniezh
Gorread
? Hollad
? Dour

330 803 km² (68 vet )
0,36%
Poblans 31 981 392 (Gouere 2017) [1]
Stankter 97 ann./km²
Armerzh
KDP ( PGP )
? Hollek
? Keitat
2017
$926,1 milmilion (27 vet )
$28 900 (70 vet )
FDD ( 2016 ) [2] 0,789  uhel (59 vet )

Moneiz Ringgit (RM) ( MYR

Gwerzhid-eur
? Eur hanv
UTC + 8
UTC + 8

Kod pellgomz +60
Kod Internet .my
Internet
(ms) (en) www.malaysia.gov.my

Douaroniezh

kemman
 
Menez Kinabalu

Un aridennad meneziou a-stur gant aod ar Gornaoueg zo el ledenez, ar penn uhelan o vezan Menez Korbu (2?180 m). Muioc'h er Reter ez eus un torosad ennan Menez Tahan (2?187 m). Izeloc'h eo an torosennadur war-du ar Su.
Inizi zo a-da kavarout eo hed an aodou , en emled a-hed 5 000 km. Kompezennou ledan ha strujus zo war ribl aodou ar Gornaoueg?; strisoc'h eo plenennou ar Reter. Diouzh tu strizh-mor Malaka, e-tal Enez Sumatra , ez eus geuniou ha mangrovennou, da lavarout eo paletuvez uhel war o gwriziou.
Alies e vez dourgresk er steriou da vare ar glaveier.
Meneziou uhel zo e Stadou Norzh Borneo ?: Menez Kinabalu (4?175 m) ha Menez Murud (2?423 m), ouzh o zreid kompezennou strizh a-hed an aod hag ur blaenenn c'heuniek.

Tost d'ar c'heheder eman Malaysia, setu e vez tomm ha glavek an amzer a-hed ar bloavezh. Gant aveliou karget a c'hlav o tont a bep eil e tiforc'her etre ar mareou-bloaz.
Ur goadeg trovanel gleb a c'holo kreiz ar vro.

Adalek an IIIe betek an IIvet milved , e-kerzh Nevezoadvezh ar maen eta, ez erruas war aodou Norzh Borneo poblansou mongolianek ? da lavarout eo o daoulagad moan ? a gomze hep mar ur yezh aostroneziat ?; hendadou ar pobladou Dayak ez int?; an hevelep tud a gomze ur yezh monek-kmerek war ledenez Malaysia.
En eil kantved kent JK e tiorroas metalouriezh an houarn hag an arem , a pezh a ziskouez e veze darempredou kenwerzhel etre Indonezia ar Reter hag Indez-Sina an Norzh.

E derou an amzervezh kristen e voe savet keodedou war aodou ledenez Malaysia ha re Borneo evit kenwerzhan gant Indez ha Sina . Adalek ar VII vet kantved e voent dindan levezon Impalaeriezh Srividjaya staliet war Enez Sumatra?; indianekaet e oa an impalaeriezh, met gouzout a ouezas skignan yezh ha sevenadur ledenez Malaysia.

War-dro ar bloaz 1400 e voe diazezet rouantelezh Malaka war al ledenez?; e 1414 e voe islamekaet hag e ledanaas he levezon war ar rannvro en he fezh.
E 1511 e voe dindan beli Portugal , hag e 1641 e voe dalc'het gant Hollandiz . Dilec'hiet e voe kreiz ar rouantelezh da Johor neuze, kent bout staliet en Enezeg Riau hag a zo unan eus provinsou Indonezia hiziv. E-keit-se e voe Stadou malays Norzh ledenez Malaysia o tremen dindan pennaotrouniezh rouantelezh Siam .
Rouantelezh Brunei , hag a oa anavezet gant Sinaiz abaoe an IXvet kantved , a rene ivez war Borneo ha Malaysia ar Reter evel m'eman hiziv?; islamekaet e voe er bloavezhiou 1520 , ha dizalc'h e chomas betek an XIX vet kantved .

E 1786 e voe prenet enez Pulau Pinang gant ar Rouantelezh-Unanet ?; e 1795 e c'houzalc'hjont Malaka hag e 1819 e prenjont Singapour , kement-se holl evit mestronian hent ar strizhou-mor. Adal an tri ziriad-se, a anvjont Straits Settlements ("Trevadennou ar Strizhou-mor"), e ledanajont o levezon politikel hag armerzhel ?; adalek 1874 betek 1914 e sinjont feuriou-emglev gwarezveli gant sultanelezhiou al ledenez, en o zouez ul lodenn vat eus ar re hag o devoa anzavet beli rouantelezh Siam.
E-keit-se, ul lodenn eus an tiriadou hag a oa bet e dalc'h Brunei a voe piaouet gant kompagnunezhiou breizhveurat prevez.

Eus 1941 betek 1945 e voe gouzalc'het Malaysia gant Japaniz . Kerkent goude, e 1946 , Breizhveuriz a savas Unaniezh Malaysia dre vodan Malaka, Penang hag an 9 sultanelezh valays. Da Gevread Malaysia e troas an Unaniezh e 1948 , ha d'an 31 a viz Eost 1957 e voe roet e zizalc'hiezh dezhan gant ar Rouantelezh-Unanet, gant ma chomje e Kenglad ar Broadou .

E 1959 e voe diskleriet ar stad a zifrae er C'hevread en abeg d'ur gerc'hvell kaset gant komunourien sinaat, ar pezh a badas betek 1960 .
E 1963 e voe staliet Stad Malaysia, enni 11 Stad ar C'hevread kevret gant Stadou Sabah ha Sarawak Borneo, ha Singapour?; e 1965 en em dennas Singapour diouzh Malaysia.

Enep krouidigezh Stad Malaysia e savas Indonezia avat, ha brezel a voe etre an div Stad betek 1966 .

Abaoe he c'hrouidigezh e chom ur gudenn veur gant ar Stad, pa vez bresk bepred ar c'hempouez etre he fobladou.
Eus 1983 da 2003 , dindan gouarn ar pennmaodiern Tun Dr. Mahathir bin Mohamad e voe harpet ar gouarnamant gant un emglev etre ar strollad malay, an hini sinaat hag an hini indian?; adalek neuze ez a gwelloc'h an traou, pa 'z eus bet divizet bodan an nerzhiou-se evit diorroadur armerzhel Malaysia.
Etre 2009 ha 2018 e voe kendalc'het ar strivou gant gouarnamant Mohamed Najib bin Abdul Razak, hag abaoe an 10 a viz Mae 2018 ez eo Tun Dr. Mahathir bin Mohamad pennmaodiern Malaysia adarre.

Stadou ha tiriadou Malaysia

kemman
 
Kuala Lumpur ?: Sultan Abdul Samad Building
 
Kota Kinabalu ?: azeuldi Pu Tho Si

E ledenez Malaysia

kemman

Unnek eus stadou Malaysia, ha daou diriad, a zo lec'hiet el ledenez (keriou-penn etre krommellou):

Stadou
Tiriadou kevreadel

E Borneo

kemman

Div eus ar stadou, hag un tiriad kevreadel a zo en enez Borneo (keriou-penn etre krommellou):

Stadou
Tiriad kevreadel

Poblans ha kevredigezh

kemman

Da 31?381?992 e save an niver a dud e Malaysia e 2017 .
Bumiputera ("Mibien an douar") a reer eus 61,7% anezho e 2017, da lavarout eo Malaysianed ha henvroidi?: ar pobladou Orang Asli , Dayak hag Anak Negeri ?; dasparzhet eo an 38,3% a chom etre Sinaiz (20,8%), nann-keodediz (10,4%), Indianed (6,2%) ha tud all (0.9%).

Yezhou

kemman

Kontet ez eus bet 134 yezh vev e Malaysia, en o zouez 112 yezh henvroat ha 22 yezh deuet a bellvro. Meur a yezh henvroat zo e Malaysia ar Reter, ibaneg ha kadazaneg o vezan ar re a vez komzet gant ar muian a dud.

Ar malayeg (bahasa Melayu) eo ar yezh ofisiel , hag anzavet eo ar saozneg ivez a-c'houde Istor Malaysia.
C'hwec'h yezh sinaek a vez komzet ivez?: kantoneg , mandarineg , hokkieneg , hakkaeg , hainaneg ha fuzhoueg . Yezhou estren all a glever ivez digant Malaysianed?: tamileg , telugueg , malayalameg , pandjabeg ha taieg .

Relijionou

kemman

An islam zo bet lakaet da relijion ofisiel e Malaysia, ma tisklerias 61,3% eus ar boblans bout muzulmat e 2010 .
Ar voudaegezh eo an eil relijion (19,8%), heuliet gant ar gristeniezh (9,2%) hag an hindouegezh (6,3%)?; relijionou sinaat ( konfusianegezh ha daoegezh a ya d'ober 1,3% ha 0,4% zo relijionou all. Dizoue eo 0,8% eus ar boblans, hag 1% eus an dud ne respontjont netra diwar-benn o relijion e 2010.

Dasparzh an aodou e Malaysia e 2017
Dregantad Merc'hed Paotred
0-14 vloaz 27,83% 4 238 991 4 493 084
15-24 bloaz 16,81% 2 598 958 2 677 834
25-54 bloaz 41,00% 6 358 762 6 507 499
55-64 bloaz 8,27% 1 277 558 1 316 331
> 65 bloaz 6,10% 1 005 125 907 850
Yaouank eo poblans Malaysia, pa 'z eo 28,5 bloaz oad krenn an dud?; koshoc'hik eo ar merc'hed (28,8 vloaz) eget ar baotred (28,2 vloaz).
Da 1,37% e savas kresk ar boblans e 2017.
En hevelep bloavezh e voe 19,1 ganedigezh dre 1000 den (85 vet er bed).
Uheloc'h eo feur ar ganedigezhiou eget hini ar marviou, pa voe 5,1 marv dre 1000 den e 2017 (192 vet er bed).

Liammou diavaez

kemman

Notennou

kemman