한국   대만   중국   일본 
James Chadwick - Wikipedia
Krogit e-barzh?!
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan .?

Sir James Chadwick , bet ganet d'an 20 a viz Here 1891 e Bollington ( Cheshire , Bro-Saoz ) hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Gouere 1974 e Cambridge ( Cambridgeshire , Bro-Saoz), a oa ur fizikour saoz .

James Chadwick .

Anavezet-mat eo evit bezan kavet an neutronenn e 1932 [1] , unan e-touez rannigou an atomenn , da-heul un taol-arnod m'en devoa bombezet atom beriliom gant ur skinad alfa o tont eus atom poloniom . En abeg d'ar gavadenn bouezus-se e voe tapet Priz Nobel ar Fizik gantan e 1935 .

E varregezhiou war an danvez a reas dezhan kemer perzh er Raktres Manhattan adalek 1943 ?: e Los Alamos National Laboratory e labouras war ar skirian nukleel ha, gant se, krouidigezh ar vombezenn atomek .

Lakaet e voe da Knight Bachelor gant ar roue Jorj VI d'an 13 a viz Du 1945 , ar pezh a aotreas James Chadwick d'ober gant an titl a "Sir" a-raok e anv.

Notennou ha daveennou

kemman
  1. Hep bezan gouest da gompren na da zisplegan an anadenn e oa bet kavet an neutronenn gant Frederic hag Irene Joliot-Curie un nebeud sizhunvezhiou kent...