한국   대만   중국   일본 
Jacques Cambry - Wikipedia

Jacques Cambry

skrivagner gallek

Jacques Cambry , bet ganet d'an 2 a viz Here 1749 en Oriant hag aet da Anaon d'an 31 a viz Kerzu 1807 e Cachan ( Val-de-Marne a-vreman), a oa ur skrivagner brezhoneg ha galleg, bet diazezet an Akademiezh Keltiek gantan e 1804 .

Jacques Cambry

Mab e oa Jacques Cambry d'un den a laboure evit Kompagnunezh an Indez en Oriant ha beajin a reas dre Europa ha betek an Antilhez. Labourat a reas evel kelenner-ti evit bugale ur familh binvidik. Da vare an Dispac'h Gall e savas a-du gant ar mennozhiou nevez ha dont a reas da vezan prokulor e kumun an Oriant e 1792.

Goude-se e reas e annez e Kemperle?: mont a reas e-barzh bodad evezhian Kemperle ha dont da vezan prezidant an distrig . Sevel a reas ur c'hatalog eus an traou diflipet diouzh krabanou an distrujerien (1795) hag ur Veaj e Penn-ar-Bed (1799).

Prefed departamant Oise e voe e 1800-1802. E 1804 e voe unan eus ar re a savas an Akademiezh Keltiek , krouet d'an 30 a viz Meurzh e Pariz, gant Jacques Cambry, Jacques-Antoine Dulaure ha Jacques Le Brigant . Mervel a reas Cambry e 1807.

Levrlennadur

kemman
  • Voyages dans le Finistere ou etat de ce departement en 1794 et 1795 , embannet evit ar wech kentan e 1799. Adembannet meur a wech abaoe.
  • Un Breton des lumieres Jacques Cambry au service de la construction nationale , aktaou kollok Kemperle, CRBC, 2008.