한국   대만   중국   일본 
Herri III (Bro-C'hall) - Wikipedia

Herri III (Bro-C'hall)

Henri III a oa pevare mab Herri II , roue Bro-C'hall hag e wreg Caterina de' Medici . Ganet e oa bet e Fontainebleau d'an 19 a viz Gwengolo 1551 .

Herri pa oa dug Anjev


Da gentan e voe badezet Alexandre-Edouard, ha titlet dug Angouleme . E 1560 , pa voe kurunennet Charlez IX , e teuas da vezan dug Orleans . Da vare e gouzoumenn e Toulouse , d’ar 17 a viz Meurzh 1565 , e teuas da vezan Henri . E 1566 e teuas da vezan dug Anjev .

E 1573 e voe dilennet da roue Polonia . Henryk Walezy ("Herri Valois", e poloneg ) a renas war ar vro adalek ar 24 a viz Genver betek an 18 a viz Even 1574 . Evel ma oa marvet e vreur Charlez IX , d’an 30 a viz Mae 1574 , e kuitaas Polonia dre guzh evit tapout tron Bro-C’hall, ur vro kalz pinvidikoc’h ha galloudusoc’h. Sakret e voe e Reims , d’an 13 a viz C’hwevrer 1575 hag e teuas da vezan ar roue Herri III. D’ar 15 a viz C’hwevrer e euredas da Loeiza Loren .


E varv

kemman

E miz Kerzu 1588 e voe lazhet Herri Guise hag e vreur e kastell Bleaz war urzh ar roue gall Herri III , ha bac'het e voe o mamm, Anna d'Este . Divac'het e voe e miz C'hwevrer 1589 avat, ha mont a reas da Bariz da gemer perzh en aozadur Kevre ar Gatoliged .

Mervel a reas Herri III dindan taoliou kontell ar manac'h Jacques Clement e Saint-Cloud d'an 2 a viz Eost 1589 . Darn eus ar gempredidi a gave gante e oa Anna d'Este a roas urzh da lazhan ar roue, evel dial eus muntrou he daou vab .

Gwelout

kemman


En e raok:
Charlez IX
Rouaned Bro-C'hall
 
1574 ? 1589
War e lerc'h:
Herri IV