한국   대만   중국   일본 
Eost - Wikipedia
Genver C'hwevrer Meurzh Ebrel Mae Mezheven Gouere Eost Gwengolo Here Du Kerzu
Eost
1 an 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        


An eizhvet miz eus ar bloaz eo en deiziadur gregorian , hag an eil miz, war-lerc'h Gouere , a zo en hanv penn-da-benn. Un deiz ha tregont zo ennan.

Eost e Les Tres Riches Heures du duc de Berry , 1486

Gwechall e oa miz labour an eost. Kalz a dud a sonj gante eo ar miz tomman eus ar bloaz, pa'z eo miz Gouere hervez ar stadegou.

En hantervoul norzh an Douar e klot gant miz C'hwevrer en hantervoul su .

Istor kemman

Dont a ra an anv eus hini an impalaer roman Augustus ( Aogust e brezhoneg). Er bloavezh 8 kent JK e voe lakaet gantan un deiz ouzhpenn er miz, tennet digant C'hwevrer, evit ma vije kement-ha-kement a zeiziou e miz Eost hag e miz Gouhere, miz Julius Caesar , e ziagentour e penn gouarnamant Roma .
En e raok, en deiziadur roman , e oa ar c'hwec'hvet miz , anvet sextilis diwar sextus , "c'hwec'hvet". Kregin a rae ar bloaz e miz Meurzh abaoe 750 kent JK , en amzer kentan roue Roma, Romulus .
An eizhvet miz e teuas da vezan pa voe ouzhpennet Genver ha C'hwevrer e penn-kentan ar bloaz en amzer ar roue Numa Pompilius war-dro 700 kent JK, pe pa voe tennet ar miziou-se eus dibenn ar bloaz d'o lakaat en derou gant an decemviri [1] , war-dro 450 kent JK?; dizemglev a oa etre ar skrivagnerien roman war ar poent-se.
Roet e voe anv an impalaer Augustus e 8 kent JK abalamour ma c'hoarvezas meur a zarvoud a bouez en e vuhez er miz-se, evel trec'h Alexandria .

Geriou deveret kemman

Eus augustus e teu ar geriou:

E yezhou all kemman

  • Iwerzhoneg ?: Lunasa , diwar Lughnasadh , diwar anv an doue Lugh , pe Lug ?; La Lunasa eo anv ar c'hentan a viz Eost.
  • Finneg ?: elokuu , a dalv "miz an eost".

Krennlavarou kemman

  • ≪?E-pad miz Eost / E ya ar mevel da vestr / Pa vez aet an eost er c’hrignol / E tistro adarre da vevel.?≫
  • ≪?Mar bez glav da ouel hanter-Eost / Kenavezo d'ar c'hraon-kelvez?≫
  • ≪?Pa vez Eost ma chom al labourer war e skaon /E varvo an dudjentil gant an naon.?≫
  • ≪?Avel sant Laorans a zishilh kerc'h / Pa ne vez ket a-raok e vez war-lerc'h?≫ [3]
  • ≪?Da c'houel Itron Varia an Erc'h / Pa vez avel grenv e vez ed kaer?≫ [4]
  • ≪?Da c'houel Per, plantan kignen / Da c'houel Per, skoulman kignen / Da c'houel Per, tennan kignen?≫ [5]
  • ≪?Da c'houel sant Lug ez astenn an deiz amzer d'ar sailh da ziskenn er puns?≫ [6]
  • ≪?Hadan lann e pep miz / Nemet e miz Eost ha pa vez avel viz?≫
  • ≪?Pask gleborek / Eost baraek?≫

Notennou kemman

  1. Un decemvir a oa ur poellgor dek den karget da embann lezennou en Henroma .
  2. 1744, gwelit Devri ?; evit (fr) rossignol eman grimandell akb. e Geriadur Troude (1869) p. 794, Geriadur Vallee (1931) p. 664, geriadur Roparz Hemon (1985) p. 340 hag e Geriadur Menard (2012) p. 1198. E Geriadurig brezhoneg-galleg Emile Ernault (1984) eman grimandell ivez, p. 128, hag e Devri .
  3. Laorans?: 10/08.
  4. Itron Varia an Erc'h?: 05/08.
  5. Per?: 01/08.
  6. Lug: 18/08.