한국   대만   중국   일본 
ETA - Wikipedia

Euskadi Ta Askatasuna , berraet en E.T.A. ( [??ːta] ?; euskareg evit Euskadi Ha Frankiz ), zo anv un aozadur dizalc'hour ha marksour-leninour ledvilourel euskarat a oa e bal krouin ur Stad dizalc'h ha sokialour en Euskadi , distag eus Stadou Frans ha Spagn . Oberiant eo bet etre an 31 a viz Gouere 1959 hag an 2 a viz Mae 2018 (loezadur ofisiel embannet gant e izili).

ETA
terrorist organization , aozadur armet , former entity
Deiziad krouin 31 Gou 1959  Kemmañ
Designated as terrorist by Stadou-Unanet , Kanada , Unaniezh Europa , Spagn , Frans  Kemmañ
Brezel Basque conflict  Kemmañ
Stad Spagn , Frans  Kemmañ
Ideologiezh politikel Basque nationalism , revolutionary socialism , independentism , separatism , Abertzale left  Kemmañ
Raklec'hiet gant Ekin , ETApm (VIII)  Kemmañ
Bro orin Spagn  Kemmañ
SRGB color hex triplet 003399  Kemmañ
Lec'h produin Euskal Herria  Kemmañ
Deiziad divodadur 3 Mae 2018  Kemmañ
Operating area Euskal Herria , Spagn , Frans  Kemmañ
Skoed-ardamez ETA
Izili an ETA o tennan boledou e-kerzh Devezh ar soudard euskarat e 2006
Murlivadur Republikan e Belfast ( Iwerzhon ) o tizkouez kengred ar vroadelourien iwerzhonat gant re ETA

Emdroet en deus an aozadur kuzh-se eus ur strollad stourm ouzh renad Franco d'un aozadur sponterezh , hag anavezet eo evel-se gant Bro-C'hall, Spagn, Unaniezh Europa (betek 2009), Stadou-Unanet Amerika hag all. Adalek 1968, hervez ar sifrou ofisiel ha kemenadennou an ETA [1] eo bet lazhet gantan 829 den [2] , gloazet miliadou, muturniet kantadou [3] ha skrapet dekadou a dud, hep mennegin an tunaduriou fontou a-leizh graet gantan [4] .

Bietan jarrai ("Dalc'hit d'an daou anezho") eo lugan ETA. Ober a ra dave d'an div skeudenn a gaver war banniel ETA, an naer (arouez an derc'hel kuzh hag ar gwidre) korvigellet en-dro d'ur vouc'hal (arouez an nerzh).

Istor an ETA

kemman

E 1959 e oa bet krouet ETA dindan renad ar jeneral Franco . Buan eo emdroet eus ur strollad a zifenne doareou bevan hengounel ur strollad armet. E 1973 eo drouklazhet Luis Carrero Blanco , penn ar gouarnamant ha niverenn 2 ar renad "frankour", e Madrid.

D'an 22 a viz Meurzh 2006 e voe diskleriet gant an aozadur un harz-an-tan da badout. Embannet e voe gant mouezh ar strollad e oa prest ETA da harpan "un argerzh demokratel en Euskadi a-benn sevel ur framm labour nevez m'eo anavezet hor gwiriou evel pobl ha m'eo gwarantet an tu da ziorren en un doare digor an holl emdroaduriou politikel a c'hall bezan evit an amzer da zont."

D'an 8 a viz Ebrel 2017 e oa bet dizarmet ar strollad drezhan e-unan.

Arc'haduriou

kemman

Setu aman daou arc'hadur pennan an aozadur?:

  1. krouidigezh ur gouarnamant sokialour dizalc'h war dachenn Euskadi etre Frans ha Spagn?;
  2. frankiz evit prizonidi ar strollad barnet d'ar vac'h pe o c 'hortoz bezan barnet.

Notennou ha daveou

kemman