한국   대만   중국   일본 
Belaruseg - Wikipedia

Ar belaruseg ( беларуская мова , byelaruskaya mova ) zo ur yezh eus skourr yezhou slavek ar reter. Er strollad-se eman ivez ar rusianeg hag an ukraineg . Unan eus yezhou ofisiel Belarus eo, gant ar rusianeg , ha komzet e vez ivez e Polonia (e Podlazia ) (un 40 000 den bennak), en Ukraina m'eo anzavet (ur 55 000 yezher bennak), e Rusia (316 000 yezher) hag en un toullad broiou all gant Belarused divroet pe o diskennidi. Gwechall e veze kaoz eus "bielorusianeg", diwar e anv rusianek.

Belaruseg
( беларуская мова )
Perzhiou
Komzet e?: Belarus , Polonia , Ukraina ha broiou an ermaeziadeg
Rannved?: Europa ar reter
Komzet gant?: 9.1 milion
Renkadur?:
Familh-yezh ?: Yezhou indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel ?e?: Belarus , e Podlazia (Pologn), degemeret en Ukraina
Akademiezh?: Нацыянальная акадэм?я навук Беларус?
Kodou ar yezh
ISO 639-1 be
ISO 639-2 bel
ISO 639-3
Kod SIL BEL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh .
  • ?? ?Tachenn ar belaruseg
  • ?? ?Implijet-stank
  • Skrivet e vez gant ul lizherenneg kirillek diazezet e penn-kentan an XX vet kantved .

    Hervez gouarnamant Belarus (2009) ne vefe nemet 11,9% eus an dud oc'h ober gant ar yezh er ger; 29,4% a ouife komz, lenn ha skrivan, ha 52,5% a ouife komz ha lenn, ha 10% eus tud ar vro ne ouifent ket ar yezh. Dav eo gouzout evelkent n'eo tamm tomm ebet ar renad a zo breman e Belarus ouzh ar yezh, gwelet evel ur yezh warlerc'hiet ha diwar ar maez.

    Liammou diavaez

    kemman