한국   대만   중국   일본 
Azerbaidjan - Wikipedia

Azerbaidjan ( Azerbaijaneg : Az?rbaycan , Az?rbaycan Respublikası ) a zo ur vro eus ar C'haokaz . Lec'hiet etre reter Europa ha mervent Azia eman riblet gant Mor Kaspia war-du ar reter. Harzou he deus gant Dagestan ( Rusia ) war-du an norzh, Jorjia war-du ar gwalarn, Armenia war-du ar c'hornog hag Iran war-du ar su. Nac'hitchevan , un enezad eus Azerbaidjan he deus harzou gant Armenia war-du an norzh ha Turkia war-du ar su. Rannvro Nagorno-Karabac'h he deus embannet bezan dizalc'h e 1991 met n'eo anavezet gant bro arall ebet.

Azerbaidjan

Banniel Azerbaidjan
Skoed Ardamez Azerbaidjan
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel?:
Az?rbaycan Respublikasının Dovl?t Himni
Lec’hiadur Azerbaidjan
Yezhou ofisiel Azerbaidjaneg
Ker-benn Bakou
Statud politikel Republik
Prezidant Ilham Aliyev
Ministr kentan Ali Asadov (?li ?s?dov)
Gorread 86 600 km²
Poblans 10 173 200 [1] (2019) [2]
Stankter 106 ann./km²
Moneiz Manat (AZN)
Devezh ar vro
Kod war ar Genrouedad .az
Kod pellgomz +994

Ur stad lik eo Azerbaijan hag un ezel eus Kuzul Europa eo. Un demokratelezh eo met gant ur pleg aotrouniek.

Orin an anv

kemman

Bez ez eus meur a vartezeadenn diwar-benn orin anv Azerbaidjan. An hini voutinan a zo e teu eus Atropates , ur satrap persat a savas ur rouantelezh dizalc'h, Atropaten hec'h anv, e gwalarn Iran . Atropates a dalvezfe "gwarezet gant an tan".

Posupl eo ivez e oa Azerbaidjan un eilstumm turkekaet eus Azarbaijan , diskrivadur arabek eus ar perseg Azarabadagan "bro an tan", pe "bro an tan peurbad", ar pezh a dalvezfe da azeuldiou zoroastrek.

Hervez istorourien azerbaijanek 'zo e talvezfe Azerbaidjan "Bro ar Bobl Az Gadarn".

Pennad pennan?: Istor Azerbaidjan

Annezidi gentan ar pezh a zo hiziv Azerbaidjan e oa albaniz ar C'haokaz , ur bobl kaokazek he yezh. Goude e voe aloubet ar vro gant poblou niverus, ar bersed, ar romaned, an armeniz, an arabed, an durked, ar rused en-o-zouez.

 
Kastell Chirvanchah, Bakou .

En IX vet kantved kent Jezuz-Krist e voe dalc'het ar vro gant rouantelezh Mannae a badas betek e stagidigezh gant an impalaeriezh vedat e 616 kt J-K. E 549 kt J-K ez eas d'un darn eus an impalaeriezh ac'hemenidek . Ar satrapelezhiou Atropaten ha Albania ar C'haokaz a voe savet er XV vet ?kantved kt JK . Enderc'hel a raent ar pezh a zo Azerbaidjan ha Dagestan hiziv.

Islam en em skignas buan tre goude an aloudibigezh arab er VII vet hag en VIII vet kantved . Pa ziskaras ar C'halifad Abasid en em furmas un nebeud rouantelezhiou emren, Shirvanshah en o zouez. En XI vet kantved e voe aloubet ar rannvro gant an Durked Seljouk a lakajont o yezh hag o sevenadur war ar vro. En XIII vet hag er XIV vet kantved e voe gwasket Azerbaidjan gant ar Vongoled .

D'un darn eus an impalaeriezh Savafidek ez eas ar vro er XV vet kantved . Dindan kontrol Persia e chomas betek an XVIII vet kantved . E-pad eil hanterenn an XVIII vet kantved ha derou an XIX vet kantved e savas pennou lec'hel rouantelezhiou emren, dindan aotrouniezh zamkaniel an dierniezh bersiat Qajar . Ne badjont ket hir, avat. Goude he zrec'h e brezeliou 1804 - 1813 ha 1826 - 1828 e stagas an impalaeriezh rusat ar vro dre feur-skridou Gulistan e 1813 ha Turkmenchay e 1828 .

Goude freuzadur an impalaeriezh rusat e 1918 ez eas Azerbaidjan, asambles gant Jorjia hag Armenia d'un darn eus Republik Demokratel Gevredel Treuzgaokazia . Homan en em zielfennas buan, avat, hag en em embann dizalc'h a reas Azerbaidjan e Mae 1918. Republik Demokratel Azerbaidjan a vo ar republik vuzulman gentan er bed met ne badas nemet daou vloavezh. E 1920 e aloubas ar vro al Lu Ruz ha d'un darn eus republik soviedel Treuzgaokazia ez eas e miz Meurzh 1922 . Republik Treuzgaokazia a voe disrannet e 1936 etre republikou soviedel Armenia, Jorjia hag Azerbaidjan.

E 1990 manifestadegou evit dieubidigezh ar vro a voe gwasket gant al Lu Ruz. He frankiz a adkavas ar vro e 1991 , avat, goude freuzadur an Unaniezh Soviedel . E-pad ar bloavezhiou kentan e dieubidigezh e voe ret da Azerbaidjan da vrezelin ouzh ar gouarnamant disrannidigel Nagorno-Karabac'h . N'eo ket diskoulmet ar gudenn desped d'un arsav sinet e 1994. Adalek fin ar brezel e talc'h an armeniz 16% eus tachenn Azerbaidjan ha gant an div vro ez eus kudennou armerzhel bras hag a repuidi.

Goude ar brezel e arnodas prezidant Heydar Aliyev da welaat armerzh ar vro dre implijout he feadraou eoul-maenek. War zigresk eo aet an dilabour met kudennou politikel bras a zo c'hoazh gant ar vro. Goude marv Heydar Aliyev , e 2003 , e voe dilennet e vab Ilham Aliyev prezidant. Abeget eo an dilennadeg-se gant an enebouriezh.

Politikerezh

kemman
 
Ilham Aliyev , prezidant Azerbaidjan.

Ur republik brezidantel eo Azerbaidjan. Ar prezidant a zo dilennet evit pemp bloavezh hag envel a ra an holl izili eus kuzul ar vinistred. Al lezennou a vez votet gant ur parlamant a 50 ezel dilennet gant ar bobl. E 18 vloaz eo oad-gour.

Dilennadeg 2003

kemman

Hervez ar C'huzul Kreiz Dilennel e tegemeras Isa Gambar , penn strollad pennan an enebouriezh, 14% ar mouezhiou tra oa gant Lala ?ovkat , penn an Emsav evit an Unvaniezh Vroadel 3,6% hepken. Hervez an OSCE , Kuzul Europa hag Human Right Watch e voe bet faozekaet an disoc'hou.

Meur a aozadur etrevroadel dizalc'h hag a eveshae an dilennadeg o deus disklaeriet en-doa gounezet Isa Gambar . Hervez reou arall e tlefed aozan un eil tro.

E 2005 he deus Azerbaidjan aozet dilennadegou lezennel. Un ezel eus Kuzul ar Gwiriou Denel nevez betek an 19 a viz Even 2006.

Melestradurezh

kemman
 
Kartenn raionou Azerbaidjan

Rannet eo Azerbaidjan e 59 raion ( rayonlar ; unan. - rayon ), 11 ker ( ??h?rl?r ; unan. - ??h?r ) hag ur republik emren ( muxtar respublika ) Nac'hitchevan , hag a zo rannet e 7 raion hag ur ger. Bakou eo ker-benn Azerbaidjan.

Douarouriezh

kemman
 
Kartenn Azerbaidjan

Enderc'hel a ra Azerbaidjan 9 eus 11 kelc'hiad hinel ar bed. Sec'h eo gant hanviou tomm ha goanviou klouar. Hervez an amzer hag al lec'h e kemm an temperadur. E izeldiriou ar gevred ez eo 6?°C e-pad ar goanv ha 26° e-pad ar goanv hag e c'hell tizhout 32?°C e-pad an deiziou tomman. Er meneziou ez eo an temperadur war-dro 12?°C e-pad an hanv ha -6?°C e-pad ar goanv.

Glav a ra etre 200 ha 400 mm bep bloaz. Ar biz eo ar rannvro sec'han tra ma'z eo kalz glepoc'h ar gevred el lec'h ma kouezh 1300 mm. An nevezamzer hag an diskaramzer eo ar prantadou glepan.

Armerzh

kemman

War ar greanterezh eo diazezet armerzh Azerbaidjan. Oberian ardivinkou, an eoul-maen hag e burerezh, greanterezh ar gwiadou hag ar greanterezh kimiek a ya d'ober anezhan. Un trede eus ar PGB a brodu al labour-douar. Darn vrasan ar feurmou a zo douret. En izeldiriou e c'hounezer frouezhiou , edou , koton , te ha butun . Prenv-seiz a vager ivez evit greanterezh ar gwiadou. En uheldiriou e vager saout , denved ha givri . Kaviar a broduer er Mor Kaspia .

A-drugarez d'an eoul-maen, hag a zo fonnus a-walc'h er Mor Kaspia , e kresk a 11% pep bloaz armerzh Azerbaidjan.

Demografiezh

kemman

War-dro 9 milion a dud zo en Azerbaidjan. 95% anezho a zo Azeriz. An Azeriz eo ivez minorelezh vrasan Iran . Ar vinorelezh niverusan eo ar Rused (1,8%). Niverusoc'h e oant kent an dieubidigezh met kalz anezho a zo divroet. Poblou "dagestanek" bihan a vev a-hed an harzou gant Rusia . Ar re bennan eo al Lezgiz , an Avariz , hag an Dsakured . Kavout a reer ivez poblou bihanoc'h evel ar Buduc'hed , an Udined , ar Gryted hag ar c'hinaluged .

Enderc'hel a ra Azerbaidjan strolladou bihan a Jorjiz , Gurded , Dalyched , Datared hag Ukrainiz . War-dro Quba e vev an Dated , anvez ivez Yuzevien ar Meneziou , a gaver e Dagestan ivez. Kalz anezho a oa divroet da Israel e-pad ar bloavezhiou diwezhan daoust m'eo aet mentadur an dispartiou da c'houstadikoc'h. An Armeniz a oa niverus e-pad ar marevezh soviedel met tec'het ez int e-pad brezel Nagorno-Karabac'h . Hogozik an holl anezho a zo o chom er republik disrannidigel hiziv.

93,4% eus annezidi Azerbaidjan a zo muzulmiz. 85% anezho a berc'henn d'ar chiyiezh daouzekek . Muzulmaned Sunniek a gaver ivez, hag un nebeud a gristenien, ortodoksed armeniat dreist holl. An Dated e Quba hag un nebeud achkenazed zo yuzev.

Etniou e poblans Azerbaidjan

kemman
Pobl Niver (1979) Feur Niver (1989) Feur Niver (1999) Feur
Hollad 6.026.500 % 100 7.021.178 % 100 7.953.438 %100
Azeried 4.708.800 % 78,13 5.804.980 % 82,68 7.205.464 % 90,6
Turked 7.900 % 0,13 17.705 % 0,25 43.400 % 0,55
Tatared 31.400 % 0,52 28.019 % 0,48 30.000 % 0.38
Rused 475.300 % 7,88 392.304 % 5,59 141.687 % 1,78
Ukrainiz 26.400 % 0,43 32.345 % 0,46 29.000 % 0,36
Jorjiz 11.400 % 0,18 14,200 % 0,20 14.900 % 0,18
Armeniz 475.500 % 7,89 390.505 % 5,56 120.700 % 1,52
Taliched - - 21.169 % 0,3 76.800 % 0,97
Yuzevien 35.500 % 0,58 30.700 % 0,44 8.900 % 0,11
Kurded 5.700 % 0,17 12.226 % 0,17 13.100 % 0,16
Lezgied 158.100 % 2,62 171.395 % 2,44 178.000 % 2,24
Avariz 36.000 % 0,59 44.072 % 0,63 50.900 % 0,64
Sakouriz 8.500 % 0,14 14.200 % 0,20 15.900 % 0,19
Oudined 5.800 % 0,09 6.100 % 0,08 4.100 % 0,05
All 40.200 % 0,66 41,500 % 0,59 9.600 % 0,12

Sevenadur

kemman

An azeri eo yezh ofisiel Azerbaidjan. E familh ar yezhou turkek eman ha gant 95% eus poblans Azerbaidjan ha 25% eus poblans Iran e vez komzet. Ar yezhou tostan d'an azeri eo an turkeg hag an Turkmeneg . Un darn vras eus poblans ar c'heriou a gomz rusianeg ivez.

Luc'hskeudennou Azerbaidjan

kemman

Notennou

kemman

 
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .