한국   대만   중국   일본 
Edouard Philippe - Wikipedia

Edouard Philippe

politikour gall

Edouard Charles Philippe (ganet d'an 28 a viz Du 1970 e Rouan , Normandi ) zo ur c'hargad stad uhel hag ur politikour gall. Bez eo an 22vet kentan ministr eus ar Vvet Republik , anvet er post-se d'ar 15 a viz Mae 2017 gant Emmanuel Macron , deuet da vezan prezidant nevez Bro-C'hall an deiz a-raok. Chomet eo kentan ministr betek an 3 a viz Gouere 2020 .

Edouard Philippe e 2021.

Krog eo gant ar politikerezh er Strollad Sokialour gall . Bez e oa bet goude-se ezel en Union pour un mouvement populaire (UMP) ha goude-se er strollad Les Republicains (LR). E 2010 e teuas da vezan maer An Havr-Nevez ha prezidant kumuniezh an tolpad-keriou. Bez e voe ivez kannad er 7vet pastell-vro er Seine-Maritime e 2012.

Yaouankiz

kemman

Edouard Philippe a zo ganet e Rouen . Mab eo da gelennerien galleg, ur c'hoar en deus, hag a zo kelennerez war ar galleg. Gwriziou micherel ar familh a zo reou doker, an tad-kozh, an tad-kunv a rae ar vicher-se. An tad-kunv a oa bet unan eus kentan izili ar Parti Communiste Francais en Havr-Nevez. Ul lod kendirvi da Edouard Philippe a ra c'hoazh ar vicher doker.

Stummadur

kemman

Bevet en deus e bannlev Rouen, tapet en doa e vachelouriezh e Bonn, an tad a oa neuze rener al lise gall eno. Studier e voe en hypokhagne el lycee Janson de Sailly e Pariz, diplomet e voe goude-se en Institut d'etudes politiques de Paris (skourr servij publik, remziad 1992) ha goude-se e Skol vroadel ar velestradurezh (remziad Marc-Bloch, 1995-1997).

Ur wech echuet gant an ENA e 1997 ez a Edouard Philippe d'ar C'huzul-Stad. Arbennigour eo war gwir ar marc'hadou publik.

Politikerezh

kemman
Derou

E-pad e studiou e Sciences Po, stourm a ra daou vloavezh er Parti socialiste da harpan Michel Rocard . Goude-se e ro e zilez evit mont etrezek an tu dehou.