Ar
C'hreisteiz
a vez lavaret anezhan ivez, diwar lec'hiadur an Heol d'an eur a greisteiz, met kement-man n'eo gwir, evit a sell an douaroniezh, nemet en
hantervoul an Norzh
, ha dreist-holl a-us
Trovan ar C'hrank
[1]
: en
hantervoul ar su
eman an Heol en norzh da greisteiz.
Dre ur
reolenn
voutin e vez kempennet ar
c'hartennou
evit ma vo d'an traon lodenn su an diriad a weler treset warno.
Eman ar "Su douaroniel" e penn traon an ahel ma'z a ar
voul-Douar
da drein en-dro dezhan hag e vez ar
pol Su
eus ar poent-se. E
kevandir
Antarktika
eman.
Eman ar "Su gwarellek" (pe vagnetek) e poent m'eman ar pol Su gwarellek, da lavarout eo ar poent e-lec'h ma kaver ar brasan nerzh gwarellek negativel. En Antarktika eman ivez, un nebeud kantadou a gilometradou pelloc'h eget ar Su douaroniel.
Implijet e vez an termen Su evit menegin takadou bras ha bihan hag a zo gwelet er Su gant an arseller. Dre hollegezh e vez termenet evel broiou ar C'hreisteiz ar re a zo e Su Norzhamerika hag Europa?: alies ec'h intenter evel-se ez eus diforc'hiou e-kenver araokadur ar galvezoniezh. An darn vrasan eus broiou ar Su a vez kavet en
hemisferenn su
.
Evel pep tu eus
rod an aveliou
e c'hell ar ger Su bezan un
anv
, un
anv-gwan
hag un
adverb
, an daou ziwezhan gant un
s
bihan.
A-wechou e vez lavaret "
dehou
" eus ar su, evel en droienn
ar mor dehou
, a gaver e korn-bro
ar C'hab
hag
Enez-Sun
dreist-holl
[2]
.
E
kembraeg
ivez e talv ar ger
de
kement ha
dehou
(enebet ouzh
chwith
) ha kement ha
kreisteiz
(enebet ouzh
gogledd
neuze), hag an eilstumm
deau
zo kement ha
dehou
ivez. Ar ger-se eo a gaver en anv
Deheubarth
(
Dehoubarzh
e brezhoneg, da lavarout eo
parzh an dehou
, pe
tolead ar c'hreisteiz
).